Gwezhenneg
Gwezhenneg zo un anv-tiegezh brezhonek hag a zeu eus un anv-badez kozh, anv sant Gwezhenneg, unan eus mibien Fragan. Uuetenoc zo meneget alies e Diellevr Redon. Dont a ra an anv-se eus ar brezhoneg kozh uueten (emgann).
Kalz stummoù gallekaet disheñvel a gaver e marilh ar boblañs : Guezennec, Guézennec, Guézenec, Guéthénoc, Guézenoc, Guéhenneuc, Guéhenno, Guihenneuc, Guihéneuc, Guiheneuf, Guihenneuf, Guiszeneuf, Guineheux, Guinéheux, Guinéheu, hag all, hag all.
E Beuzid-Klison e oa ganet ur bugel dindan anv Guiheneuf e 1781 ha marvet dindan hini Dixneuf e 1783. Er XVIIvet kantved e oa c'hoarvezet ar memes tra e La Boissière-de-Montaigu, e marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, lec'h ma oa deuet an anv Guineheuf da vezañ Guyneuf hag a-benn ar fin, Dixneuf.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemper-Gwezhenneg, kumun eus Bro-Dreger
- Gwezhennoù, kumun eus Bro-Wened
- Kastell ar Roc'h-Gwezenneg, e Mur, e Kerne-Uhel
- Kastell Kerwezhenneg e Begnen
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwethenog
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwethenog Pourc'hoad (m. e 1046), beskont, diazezer tiegezh ar Pourc'hoad
Guezennec, Guézenec, Guéhennec
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Francis Guézennec (1926-2006), soudard ezel eus ar Bagad stourm Kieffer e-pad an eil Brezel-bed
- Alain Guéhennec (g. e 1954), eilsturier ralli-redadeg
Guéhéneuc
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur familh nobl gall a orin breizhat eo :
- François Scolastique de Guéhéneuc (1759-1840), politikour
- Louise de Guéhéneuc, dukez Montebello (1782-1856), e verc'h, pried ar marichal Jean Lannes
- Charles Louis Joseph Olivier Guéhéneuc (1783-1849), e vab, eil-a-gamp Napoleone Buonaparte
Guéhenneux
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-Gwened ha Bro-Naoned.
Guéhenno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Guéhenno (1890-1978), skrivagner gallek, hag Annie Guéhenno (1916-2006), e bried, rezistantez ha skrivagnerez
- o mab Jean-Marie Guéhenno (g. e 1949), diplomat
Guiheneuf, Guihenneuf
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- René Guiheneuf (1746-1793), chouan
- Robert Guiheneuf (1899-1986), skrivagner komunour
- Yves Guiheneuf, armerzhour