Gouriz-garigelloù

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur gouriz-garigelloù
Jasmine Sinclair o tougen diardoù ur gouriz-garigelloù
Brav ne vez ket atav

Ur gouriz-garigelloù, pe doug-garigelloù, zo ur pezh dilhad-dindan evit ar merc'hed, anezhañ ur seurt gouriz lakaet a-us d'an divlez, ha garigelloù staget outañ, da zerc'hel loeroù. Ne vez douget nemet gant ar merc'hed a wisk loeroù eta.

Istor ha mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwir ar vojenn e vije bet ijinet gant Gustave Eiffel[1].

E gwirionez eo bet ijinet en 1876 gant Féréol Dedieu, un oberour korfkennoù, abalamour ma veze kavet diaes ha diyac'h gant maouezed zo dougen ar garigelloù kozh a zalc'he o loeroù hag a vire ouzh ar tremen gwad en o gwazhied. Met ar garigelloù giz nevez, stag ouzh ar gorfkenn ne vezent ket kavet brav a-walc'h, hag e Bro-Saoz hepken eo e rejont berzh adalek 1893.

Paul Poiret, kemener-meur er bloavezhioù 1930, a vrudas ar gouriz, met skeudenn ar film Der Blaue Engel (An ael glas) ma weler Marlene Dietrich o tiskouez he divhar hag he gouriz-garigelloù a vrudas anezhañ muioc'h c'hoazh. E-kerzh an eil brezel-bed ne voa ket kaoz anezhañ nemeur, ne oa ket troet an dud gant ar c'hiz kement-se. Goude ar brezel e veze skignet o loeroù niloñs gant Stadunaniz, ha brud fall a deuas war ar garigelloù hag o gouriz: arouez ar gisti e oant deuet da vezañ.

Pa zeuas giz ar vrozhig berr-berr er bloavezhioù 1960 ne soñjed ken nemet el loeroù-gaol. E-maez ar c'hiz e oa aet gouriz ha garigelloù, met gant Chantal Thomass e voe klasket reiñ ton adarre d'an dilhad-dindan hoalus evit ar maouezed a-zoare. Adalek ar bloavezhioù 1980 ne reas o brud nemet kreskiñ.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù zo o deus graet brud d'ar gouriz-garigelloù: Der Blaue Engel evel-just, pe Tacones lejanos (gant Pedro Almodóvar) ma weler gwazed o wikañ seurt dilhad. En ur film kalz disteroc'h, Lunes de fiel, e weler Emmanuelle Seigner o wiskañ an dilhad-dindan-se graet, evit-doare da vagañ sorc'hennoù gwazed, o wiskañ loeroù ha gouriz-garigelloù dindan he mantell-c'hlav.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Thomas Baumgartner : « La véritable histoire du porte-jarretelles inventé par Gustave Eiffel ». ARTE Magazine (12/09/05)

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Claire Mabrut, Vincent Le Bee, Les dessous chics, Hugo & Compagnie, 2005 (ISBN 2755600489)
  • oberour dianav, Lingerie, Parkstone, 2005 (ISBN 1859959687)
  • Liliane Sztajn, Histoires du porte-jarretelles, La Sirène Sources, « Sirène Beaux Livres », 1996 (ISBN 2847870040)
  • Les dessous du porte-jarretelles, Briand/Laffont
  • Heike M Behrens, Gisela Böth, Uwe Meiners: Korsetts und Nylonstrümpfe