Mont d’an endalc’had

Loeroù-gaol

Eus Wikipedia
Loeroù-gaol du.
Plac'h gant loeroù-gaol

Al loeroù-gaol[1] zo ur pezh dilhad-dindan en deus kemeret lec'h al loeroù abaoe ar bloavezhioù 1960.
Hervez o stumm int graet evit an holl dud, met gant ar merc'hed dreist-holl e vezont douget, ha dezho eo e vez klasket o gwerzhañ. Hiziv e vez douget loeroù-gaol gant merc'hedigoù kenkoulz ha gant o mammoù-kozh, gant paotred ivez a-wechoù.
Evel loeroù int d'an divhar, hag evel ur bragoù d'ar c'haol ha d'ar feskennoù, se zo kaoz e vez lavaret loeroù-bragoù ivez gant lod[2].

Talvezout a reont da zerc'hel tomm, da reiñ ur stumm brav d'an divhar pa vezont diskouezet, ha plijus int da zougen. Brudet e voent adalek ar bloavezhioù 1960, pa grogas reuziad ar vrozhig-verr.

Istor al loeroù-gaol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ober al loeroù-gaol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

14 kilometrad neud zo ezhomm d'ober ul loeroù-gaol. En Azia e vez graet ar re varc'hadmatañ, ar re gerañ (ha gwellañ, a-hervez) e Bro-C'hall, Italia hag Alamagn.

Dre ma talc'h tomm e vez douget loeroù-gaol gant sportourien ha dreist-holl ar ruzikerien war zañs.

Kroc'hen ha sorc'henn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Loeroù-gaol
Loeroù-gaol ha brozhig-verr.

Gant an neuz an « eil kroc'hen » ha meudata plijus an danvez anezho ez eus ganet ur sorc'hennerezh troet gant al loeroù-gaol, ha dreist-holl gant al loeroù-gaol du graet gant un danvez anvet elastan, neuz ar satin, ha doare lufr dezhañ.

Loeroù-gaol e niloñs
Setu an anvioù oberourien brudetañ er bed :

Loeroù-gaol ha gwazed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Grennamzer ha betek an Dispac'h Gall e veze douget dilhad heñvel a-walc'h ouzh loeroù gaol gant ar wazed. Tud zo a lavar e vez douget kalz loeroù-gaol gant ar baotred met ne gredont ket lavarout, gant aon rak ar fallvrudoù.

Banvez Renaud de Montauban. Ne vije ket gwelet gwazed gwisket evel-hen hiziv en ur pred eured.
Gwazed e loeroù-gaol. Darn eus Mojenn Santez Ursula, gant Vittore Carpaccio, war-dro 1495
Gwaz e loeroù-gaol, e 2005.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Loeroù-gaol e Pok din Jozefin, Sav-Heol, 2016. Strizhloeroù ha loeroù-bragoù e Geriadur Ménard p. 270-b ; loeroù-bragoù e geriadur Mouladurioù Hor Yezh (1994) ; loeroù-bragoù ha strizhloeroù e Geriadur Al Liamm (2014).
  2. Les 1000 premiers mots en breton, Skol an Emsav, 1991, p.39; Skeudennaoueg ar brezhoneg, An Amzer, 2016