Renaud de Montauban

Eus Wikipedia
Renaud de Montauban
fictional human, literary character, legendary figure
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Rann eusPevar Mab Emon Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv-bihanRenaud Kemmañ
Deiziad ganedigezh8. century Kemmañ
Deiziad ar marv9. century, 750 Kemmañ
Breur pe c'hoarBradamante Kemmañ
Micherarkitektour, soudard, manac'h Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Perc'henn warBayard Kemmañ
Bro orinItalia Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvhenc'halleg Kemmañ
Present in workOrlando Innamorato, Orlando furioso Kemmañ
MountBayard Kemmañ
Skeudenn e-barzh Orlando Furioso : Rinaldo hag e goskor a wel ur marc'heg hag un itron o tostaat

Renaud de Montauban (pe Renaut, Renault), pe Rinaldo di Montalbano en italianeg, pe Reinout van Montalba(e)n en izelvroeg, a zo un haroz el lennegezh abaoe ur meurgan eus an XIIvet kantved anavezet evel Les Quatre Fils Aymon (ar Pevar Mab Emon). Kurioù an den zo lod eus an Doon de Mayence, un hollad meurganoù.

Pevar Mab Emon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mibien an Dug Emon, pe Aymon, a oa pevar anezho eta, ha Renaud, Richard, Alard, ha Guiscard e oa o anvioù. Ur c'henderv o doa, Maugris pe Maugis e galleg, Malagi, pe Malagigi en italianeg. Ur marc'h burzhudus en doa, Bayard, hag ur c'hleze ken burzhudus all, Froberge, pe Fusberta, Frusberta en italianeg.

Skridoù eus ar Grennamzer hag eus an Azginivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banvez Renaud de Montauban, diwar un dornskrid krennamzerel.

Koshañ doare ar meurgan gallek Quatre Fils Aymon, ha n'ouzer ket gant piv eo bet savet, a zo eus dibenn an XIIvet kantved. 18,489 gwerzenn daouzeksilabennek zo ennañ. En 12,120 gwerzenn gentañ n'eus nemet kensoniezh, pa z'eus klotennoù er 6000 bennak all. Skridvarnerien zo a gav dezho eo abalamour ma'z int bet skrivet gant un den all[1].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Hasenohr, Geneviève and Michel Zink, eds. Dictionnaire des lettres françaises: Le Moyen Age. Collection: La Pochothèque. Paris: Fayard, 1992. ISBN 2-2530-5662-6
  • (en) Holmes, Jr, Urban Tigner [U.T.]. A History of Old French Literature from the Origins to 1300. New York: F.S. Crofts, 1938.
  • (fr) Les Quatre Fils Aymon. Presentation, selection and translation in modern French by Micheline de Combarieu du Grès and Jean Subrenat. Paris: Gallimard, 1983. ISBN 2-07-037501-3
  1. Holmes, 94.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.