Loer
Ul loer zo ur pezh dilhad da wiskañ an troad hag ul lodenn eus ar c'har : a-wechoù betek dindan ar penn-glin, a-wechoù betek krec'h ar vorzhed.
Gwechall e veze gwisket loeroù gant paotred koulz ha gant merc'hed. Hiriv avat int graet evit merc'hed. Gwechall ivez e vezent graet e gloan, seiz pe satin, ha hiriv e niloñs peurvuiañ.
An diaezamant gant al loeroù eo penaos o derc'hel. Implijet e vez ereoù pe boelloù, a vez graet meur a anv anezho : doug-loeroù, ere-loeroù, poell-loeroù, garigell.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek ar Grennamzer e veze gwisket ar c'horf penn-da-benn : loeroù evit an daoudroad, ha bragoù evit an divhar.
E 1939 e voe graet al loeroù niloñs kentañ. Ur mell araokadenn, pa ne vezent ket drailhet ken aes hag ar re seiz a gouste ker-ruz. Pa zilestras ar soudarded stadunanat e 1944 en Europa e oa gante loeroù niloñs, en o seier, a vil-vern.
Luc'hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwazed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maouezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fulup IV (Spagn)
Diego Velázquez, 1652-55Kibelladenn ar beure,
Jan Steen 1659-60Loeroù glas e Sina, 1723-35
George III
Johann Zoffany, 1771Trede kont Bute
Joshua Reynolds, 1773Maouez he loeroù gwenn
Eugène Delacroix, 1825-1830Harmony in Yellow and Gold
James Whistler, 1873Maouez o wiskañ he loeroù
Henri de Toulouse-Lautrec, 1894Tresadenn gant
Heinrich Zille (1858-1929)Constant Lambert
George Lambert, 1916