Gorgoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Medousa, livet gant Caravaggio.

Ar Gorgoned (henc'hresianeg Γοργών pe Γοργώ/Gorgố(n) en unander, ha Γοργόνες Gorgónes pe Γοργοῖ / Gorgoĩ el liester), zo euzhviled gwregel spouronus eus mojennoù Hellaz kozh. Cheñch a ra o deskrivadur hervez ar skrivagnerien en Henamzer, met peurliesañ e reer anv eus teir c'hoar a oa naeron bev war o fenn e lec'h blev, hag un dremm euzhus a lakae an neb a selle oute da dreiñ e maen. Abalamour d'ho sell mojennel e veze alies treset pe livet gorgoned war ar savadurioù da wareziñ anezhe hag o annezidi.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ra Homeros anv nemet eus ur C'horgon. En Odysseia (XI, 633), eo un euzhvil eus an Ifernioù e oa ar Gorgố.

Hervez Hesiodos (Theogonia, v. 274), e oant teir merc'h da Forkys ha Keto : Stheno, Euryale, ha Medousa an hini vrudetañ, na oa ket divarvel evel he div c'hoar, ha n'anavezent nag ar marv nag ar gozhni. Lazhet e oa Medousa-se gant Perseüs.

Hervez Hyginus e oa ganet Gorgon diwar ar Ramz Tyfon hag Ec'hidna, ha genel a reas Medousa hag he c'hoarezed goude.

Edont o chom en tu all d'ar mor er c'hornôg hervez lod, hag hervez skrivagnerien all, e Lybia. Diwezhatoc'h, ne venege Euripides ken ur C'horgon, un euzhvil bet ganet gant Gaia (an Douar) da sikour e vibien ar ramzed en o emgann a-enep an doueed, hag a oa lazhet gant Athena.

Taolennet e veze ar Gorgoned evel merc'hed yaouank, alies gant eskell ha dent hir, ha naeron bev e-lec'h blev. Hervez Ovidius (Metamorfozoù), ne oa an hevelep blev nemet gant Medousa. Poz dezhañ, Poseidon, dedennet gant liv alaouret blev ar c'horgon-se, en doa c'hoariet ar bouteg ganti e templ Athena hag homañ he doa roet an neuz-se d'ar plac'h abalamour d'he c'hastizañ rak an taol disakr. A-wezhioù o doa ar Gorgoned eskell aour, krabanoù kouevr ha skilfoù evel ar moc'h-gouez. Aesc'hulos a skrive n'o doa ken ul lagad hag un dent evito o-zeir, evel ar c'hoarezed Graied. O selloù a droe ar re a wele o dremm e maen gant an divalav hag ar spouronus ma oant.

Perseüs a implijas diabarzh e skoed evel melezour kuit da vezañ troet e maen gant daoulagad Medousa, hag armet gant ur c'hleze profet gant Hermes, a droc'has penn an euzhvil. Eus ar gwad a strinkas eus he gouzoug e tiflukas C'hrysaor ha Pegasos, engehentet o-daou gant Poseidon. Perseüs a brofas penn ar C'horgon (ar "Gorgoneion" (Γοργόνειον}} Gorgóneion) da Athena[1]. Kinklañ a reas he skoed, an aigis, gantañ ha mirout a reas e c'halloud spontus.

Hervez stummoù zo eus ar vojenn, gwad tennet diouzh koztez dehoù ur c'horgon a c'halle lakaat unan da sevel a varv da vev, e-skoaz an hini tennet diouzh he c'hostez kleiz a oa un ampoezon marvus ha prim ken-ken. Lavaret e vez ivez e resevas Herakles ur guchenn eus blev Medousa (dezhi ar memes perzhioù hag he fenn) digant Athena ha ma roas anezhi da Sterope, merc'h ar roue Kefeüs, da wareziñ Tegea a-enep an argadegoù.

ar Gorgoneion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudenn penn Medousa (benet pe garanet e maen, pe treset, alies gant naeron ouzh he fenn ha tennet an teod ganti e-kreiz he dent) a veze lakaet alies a-us d'an dorojoù, war ar murioù, ar pezhioù moneiz, ar skoedoù, an hobregonoù, hag ar mein-bez da bellaat an droukchañs hag an drouksperedoù pe da spontañ an enebourien.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet gant Martialis:

Non hic Centauros, non Gorgonas Harpiyasque
invenies : hominem nostra pagina sapit. ( X, 4)
« Em oberenn Tud-varc'h, Gorgonezed, Harpiezed ne gavi:
C'hwezh an den em fajenn hepken a glevi. »

Implij an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e veze an anv « Gorgoned » a-wezhioù da ober anv eus brezelourezed Lybia, a-wezhioù diwar-benn euzhviled mojenn a droe an dud e maen. Plinius an Henañ a zeskrive anezhe evel goueziadezed goloet a vlev ha pep a greouichenn spulfet oute, ar pezh en dije lakaet mojenn ar pennad naeron da ziwan hervezañ.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bibliotheke, II, 4, 2-3