Godell Kamenets-Podolsky
Emgann godell Kamianets-Podilskyi, anvet ivez Emgann Ternopil (ukraineg : Кам'янець-Подільський котел) a vez graet eus hollad strivoù Soviediz evit enkelc'hiañ ha distrujañ 1añ Panzerarmee Strollad Arme Su ar Wehrmacht kostez Ternopil en Ukraina.
An enkelc'hiañ a voe echuet e miz Meurzh 1944 war Talbenn ar Reter e-kerzh an Eil Brezel-bed. Al Lu Ruz a oa deuet a-benn da grouiñ ar c'hodell, trapet e oa bet e-tro 220 000 soudard alaman e-barzh. Dindan urzhioù ar Jeneral Hans-Valentin Hube hag ar Generalfeldmarschall Erich von Manstein, an nerzhioù alaman enkelc'hiet er c'hodell a oa deuet a-benn da dalañ ouzh tagadennoù Soviediz ha da dec'hout kuit e-kreiz miz Ebrel. An dec'hadenn-se a vez graet Godell Hube anezhi hag a vez studiet hiziv-an-deiz c'hoazh. Kalz galloudusoc'h e oa nerzhioù Soviediz, aet e oant betek implij ar vombezenn FAB 5000NG, an hini greñvañ en o arsanailh, en aner avat.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz C'hwevrer 1944, ar 1añ Panzerarmee renet gant ar Generaloberst Hans-Valentin Hube a oa savet diwar pevar c'horfad, tri anezho o vezañ Korfadoù Panzer (an 8vet Panzer gant ar 1añ divizion Panzergrenadier). Ouzhpenn ar re-se e oa ivez unvezioù dafariñ ar Pevare Panzer Arme divizion, unvezioù dezougen, izili an Aozadur Todt, reoù polis, damsoudardel ha liammet gant ar 1añ Panzerarmee. En holl e oa e-tro 220 000 soudard met 43 zank hag 50 kanol emgefreek nemetken.
En desped da-se e oa memestra ar strollad stourm galloudusañ a oa er Strollad Arme Su dindan urzhioù ar Generalfeldmarschall Erich von Manstein. An IIIe Korfad Panzer a oa bet o kemer perzh e stourmoù garv e-pad Emgann Godell Korsun-Cherkassy.