Mont d’an endalc’had

Bombezenn FAB 5000NG

Eus Wikipedia
Bombezenn FAB 5000NG
doare arm
Iskevrennad eusaerial bomb Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Treset gantNison Gelperin Kemmañ
Lakaet er servij1943 Kemmañ
Plan ur Fab-5000
Ur vombezenn FAB-5000M-54 e mirdi Stad an nij e zhulyany, Ukraina

Ar vombezenn FAB 5000NG (Rusianeg: ФАБ-5000НГ, NG a dalvez evit anv an ijinerr, Nison Gelperin) a oa ur vombezenn 5 000 kilogramm bannet dre an aer. Implijet e oa evit distrujoù ramzel gant nerzhioù aerlu URSS e-pad an Eil Brezel-bed. An arm-se a oa ar vombezenn galloudusañ eus an holl re a oa gant al Lu ruz.

An holl bombezennoù soviedat renket hervez an nerzh-tarzh.

Ar vombezenn a oa savet gant an ijinour war ar gimiezh Nison Gelperin (1903-1989) e 1942. Gelperin a ijine ha save bombezennoù gant ur gollo houarn treut, evit chom hep implij re a houarn pe Aluminiom a oa deuet da vezañ ral dre aloubadeg URSS gant nerzhioù lu an Trede Reich. e darn ijinadennoù Gelperin, ar metal na oa nemet 35 dre gant hollad pouezh ur vombezenn.

Implij brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ wech ma voe implijet ur vombezenn FAB-5000 a voz e-pad nozvezh an 28 a viz Ebrel 1943, pa voe taget kreñvelc'h arvorel Königsberg gant ur bombezadeg. Ar bombezer Pe-8 a daolas ar vombezenn FAB 5000NG eus un uhelder a 5 800 metr a voe hejet dihejet gant nerzh an darzhadenn.

D'an 19 a viz Gouhere 1943, e-pad Emgann Kursk, daou Pe-8 o devoa bannet pep a vombezenn war al linenn tren nepell diouezh Orel, tost da 100 metrad linenn tren a voe riñset. Degadoù a drenioù, ha karbedoù stourm alaman, a voe distrujet ivez. Bombezet e oa bet dija ar mirlec'h eoul-maen hag al linennoù tren gant ur vombezenn d'ar 4 a viz Even ha gant div d'an 3 a viz Gouhere.

Div dagadenn a voe sevenet war nerzhioù alaman d'an 12 a viz Gouhere er memes lec'h. Paouezet e voe implij ar vombezennoù-se dre ma oant re zañjerus evit an nerzhioù soviedel ivez. Hervez mamennoù soviedel e oa bet distrujet daou skraper-oabl leun a izili eus ar Gestapo hag harperien polis Belarusian gant div FAB-5000 e kêr Mogilev, e Bielorusia. Hervez ar mammennoù diasur-se e oa bet sevenet an oberiadur d'ar 26 a viz Mae 1943.

Karr-nij bombezer Pe-8

D'ar 7 a viz C'hwevrer 1944, div vombezenn FAB-5000 a voe bannet war Helsinki, e-pad bombezadegoù meur Helsinki 1944. Lec'h pennañ an tren-buzug hag an ti-gar a voe riñset. Nebeut devezhioù war-lerc'h e voe bannet div vombezenn ouzhpenn war kêrbenn Finland. Ar vombezenn FAB-5000 ziwezhañ da vezañ bet bannet e oa bet war ti-gar Brailiv, Ukraina, d'an 9 a viz Meurzh 1944. En graet e oa bet e-pad emgannoù Godell Kamenets-Podolsky, an eskemmoù dre tren a voe harzet e-pad meur a zevezh.