Panzergrenadier

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Soudarded troadegiezh panzergrenadier war Talbenn ar C'hornôg, Kerzu 1944

Panzergrenadier, berraet e PzGren pe Pzg, zo un anv alamanek evit an droadegiezh gant karbedoù pe an droadegiezh mekanikaet – da lavaret eo troadeien kaset gant karbedoù stourm arbennikaet evel ma oa bet krouet e-pad an Eil Brezel-bed. Implijet e vez ar ger-se bremañ ivez evit unvezioù heñvel e luioù Aostria, Alamagn ha Suis.

E-barzh an Heer, ur skourr eus al lu alaman, ar Panzergrenadier zo ivez ar renk izelañ evit an emouestlidi (Mannschaften) er Panzergrenadiertruppe (soudarded an unvezioù Panzergrenadier), lakaet skoaz-ha-skoaz gant ar c'hod OTAN OR-1.

Mammenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panzergrenadierien alaman en URSS, Eost 1942. Ar c'harbed stourm hobregonet a c'haller gwelet zo unan SdKfz 251

Ar ger Panzergrenadier ne veze ket implijet betek ar bloavezh 1942. An troadegiezh er rannarmeoù panzer adal 1937 a oa anvet rejimantoù Schützen ; dougen a raent ar memes ardamez roz war o unwiskoù evit bourzhidi an tankoù (gant un "S" evit chom hep kemmeskañ ar Schützen gant bourzhidi an tankoù pe an unvezhioù enep tankoù a zouge ar memes livioù).

Ar soudarded en unvezioù kefluskeriet arbennikaet a zouge ardamez gwenn an troadegiezh. E 1942, pa voe adanvet ar rejimantoù troadegiezh da rejimantoù greunadennerien gant Adolf Hitler e stumm un enoriñ lu Friedrich II, ar rejimantoù Schützen (hag ar soudarded o sevel anezho) a grogas da vezañ anvet "rejimantoù Panzergrenadier" memestra evit an unvezioù troadegiezh kefluskeriet hag ar soudarded.

Al livioù rejimantel pe Waffenfarbe a voe cheñchet eus al liv gwenn (evit an troadegiezh kefluskeriet ) pe roz d'al liv gwer sklaer na veze douget nemet gant an unvezioù marc'hoù-tan. Un nebeud unvezhioù na gemmjont nag o anvioù, nag o livioù waffenfarbe betek 1943 ; un darn eus henaourien ar re Schützen a zisentas hag a zalc'has d'o livioù roz-mouk betek fin an Eil Brezel-bed.

Soudarded ar Bundeswehr doare Panzergrenadier a-vremañ

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Chris Bishop, Panzergrenadier Divisions 1939-1945, embannadur Spellmount Publishers Ltd (192 pajenn), 15 a viz Mae 2007 (ISBN 9781862273849)
  • (de) Hans Schmidt , SS Panzergrenadier: A true story of World War II, embannadur H. Schmidt Publications; eil mouladur, 20 a viz Ebrel 2002 (ISBN 9780966904758)
  • (de) Erwin Bartmann, Fur Volk und Fuhrer: The Memoir of a Veteran of the 1st SS Panzer Division Leibstandarte SS Adolf Hitler, embannadur Helion and Company (256 pajenn), 19 a viz Here 2013 (ISBN 9781909384538)
  • (en) Franz Kurowski, Panzergrenadier Aces: German Mechanized Infantrymen in World War II, embannadur The Stackpole Military History Series (400 pajenn), 16 a viz Gouhere 2010 (ISBN 9780811706568)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]