Glaouer-Sibiria
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Ur glaouer-Sibiria o nijal.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Apodiformes | ||
| Kerentiad : | Apodidae | ||
| Genad : | Apus | ||
| Anv skiantel | |||
| Apus pacificus Kentanv : Hirundo pacifica (Latham, 1801) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar glaouer-Sibiria[1],[2] (liester : glaouered-Sibiria)[3] a zo ur spesad evned amprevanetaer, Apus pacificus an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra an holl izili eus kerentiad an Apodidae diwar amprevaned tapet diwar nij gante, gwenan, gwesped, kelien, laou-koad ha tartouz en o zouez.
Hervez ur studiadenn sinaat bet embannet e 1987, nav spesad amprevaned a yae da voueta Apus p. pacificus war Enez Tchenlu-chan er Mor Melen koulz etre miz Mae ha miz Eost 1980 hag e miz Gouere 1981 ; an darn vuiañ eus an amprevaned-se a oa drastus evit ar gounezerezh hag ar c'hoadegi[4].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar spesad a gaver an daou isspesad[5] anezhañ :
- Apus pacificus kanoi, eus gevred Tibet da reter Sina, Republik Sina,
- A. p. pacificus, eus Siberia da Gamchatka, hanternoz Sina ha Japan.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ •Apus pacificus: Martinet de Sibérie, Glaouer-Siberia - Pêrig Herbert, in Hor Yezh, niv. 203 — 204, Gwengolo — Kerzu 1995, p. 44.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ (en) Cheng, Zhaoqin ; Zhou, Benxiang (1987) : Diet analyses of the large white-rumped swift, Apus pacificus, at Chenlushan Island in the Yellow Sea and examination of their pattern of activities by radar, Acta Zoologica Sinica 33: 180–186.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Apus pacificus.

