Geronima Mazzarini
Neuz
(Adkaset eus Girolama Mazzarini)
Girolama Mazzarini pe Geronima Mazzarini, pe Mazzarino, (Roma, 5 a viz Kerzu 1614 - Pariz, 29 a viz Kerzu 1656) a oa c'hoar d'ar c'hardinal Jules Mazarin (Giulio Mazzarini), kentañ ministr ar roue gall Loeiz XIV. Mamm e oa d'ar pemp c'hoar Mancini, brudet evel ar Mazarinettes e lez Bro-C'hall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Pietro Mazzarino hag Ortensia Buffalini. E 1634 e timezas d'ar baron roman Michele Mancini († 1660). Dek bugel o doe, pevar mab ha c'hwec'h merc'h :
- Laura Mancini (1636-1657), pried ar priñs Loeiz Bourbon, 5vet dug Vendôme ;
- Paolo Giulio Mancini (1636-1652 pe1654), a voe lazhet e-kerzh ar Frond ;
- Olimpia Mancini (1639-1708), pried ar priñs Eugène Maurice, kont Soissons, ha mamm ar jeneral aostrian Eugène de Savoie ;
- Maria Mancini (1640-1715), pried Lorenzo Kolonna ha kentañ serc'h ar roue gall Louis XIV ;
- Philippe Mancini, dug Nevers (1641-1707) ;
- Margherita Mancini (1643- ?)
- Alphonse Mancini (1644-1658) ;
- Ortensia Mancini (1646-1699) ;
- Anna Mancini (1647-1649), marvet d'he daou vloaz ;
- Maria Anna Mancini (1649-1714), pried Maurice de La Tour d'Auvergne, dug Bouillon ;
- Ur mab.