Mont d’an endalc’had

Pietro Mazzarino

Eus Wikipedia

Pierre Mazzarino, pe Mazzarini, ganet e Palermo e 1576 ha marvet e Roma d'ar 4 a viz C'hwevrer 1654, a oa tad d'ar gardinaled Jules Mazarin ha Michel Mazarin.

E dad Giulio Mazzarini, genidik a gêr Genova, a oa deuet da chom da Sikilia, e Castel-Mazzarino, alese an anv-tiegezh. Un tamm peadra a reas a-benn gallout kas e vab Pietro d'ar skol, ma teuas da vout noter.

E 1590, goude marv e dad, e werzhas e arrebeuri da vont da chom da Roma ha da echuiñ e studioù. Eno, gant lizheroù erbediñ, ez eas da-gaout ar priñs Filippo Colonna, a oa konestabl meur Napoli, priñs Paliano ha penn skourr henañ an tiegezh Colonna, ha kemeret e voe da gambrelan.

E 1608 e teuas da vout keodedour roman. Dimeziñ a reas da Ortensia Bufalini (1575-1644), filhorez da Filippo Colonna.

Eured ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pried e oa Pietro Mazzarini da Ortensia Bufalini (1575-1644). C'hwec'h bugel o doe :