Laura Martinozzi
Neuz
Laura Martinozzi (war-dro 1635/1640 - 1687) a oa unan eus nizezed ar c'hardinal Jules Mazarin (a veze lesanvet les Mazarinettes) hag a voe dimezet da zug Modena.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Girolamo Martinozzi ha da Laura Margherita Mazzarini (1608 – 1685), c'hoar da Jules Mazarin.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1656 e timezas da Alfonso IV d'Este, a vo an dug Alfonso IV Modena (1658-1662).
Daou vugel o doe:
- Maria Beatrice (1658-1718), a zimezas en 1673 da Briñs York, a deuio da vout ar roue saoz Jakez II
- ur mab Francesco II d'Este (1660-1694), a voe dug Modena war-lerc'h e dad, hag a varvas divugel. E eontr kardinal, Rinaldo d'Este, pe Rinaldo III Modena, a voe dug war e lerc'h.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kendugez e voe da c'hortoz an oad d'he mab da ren, etre 1662 ha 1678. Mervel a reas en ur gouent e Roma en 1687.