Mazarinettes
Mazarinettes a reer e galleg eus seizh nizez d'ar c'hardinal Jules Mazarin, ar ministr pennañ e Bro-C'hall e-pad yaouankiz ar roue Loeiz XIV. O degas a reas gant tri niz all eus Italia da Vro-C'hall er bloavezhioù 1647 ha 1653.
Klask a reas aozañ dezho dimezioù pinvidik gant priñsed galloudus en Italia pe e Bro-C'hall. Evit kendrec'hiñ noblañsed figus e voe roet madoù e-leizh d'an danvez paotred nevez.
An nizezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'hed da ziv c'hoar d'ar c'hardinal Mazarin, Laura Margherita ha Geronima, e oa an nizezed-se. Setu o anvioù :
- Laura Martinozzi (1635-1687), a zimezas da Alfonso IV d'Este, Dug Modena, a voe Dugez Modena ha Reggio adalek 1658 ;
- Laura Vittoria Mancini (1636-1657), a zimezas e 1651 da Louis de Bourbon, Dug Mercœur, hag a varvas da 21 bloaz er gwentloù ;
- Anne Marie Martinozzi (1637-1672), a zimezas e 1654 da Armand de Bourbon, Priñs Conti ;
- Maria Mancini (1639-1715), a zimezas e 1661 d'ar Priñs Lorenzo Onofrio Colonna ;
- Olimpia Mancini (1640-1708), a zimezas e 1657 da Eugène Maurice Savoia, Kont Soissons ;
- Hortense Mancini (1646-1699), a zimezas da Armand Charles de La Porte de La Meilleraye, a voe dugez Mazarin adal 1661 ;
- Maria Anna Mancini (1649-1717), a zimezas da Godefroy Maurice de La Tour d'Auvergne, hag a voe Dugez Bouillon adal 1662.
-
Anne Marie Martinozzi
-
Olimpia Mancini, poltredet gant Mignard
-
Maria Anna Mancini, dugez Bouillon, poltredet gant Benedetto Gennari.
Erruout a rejont e Bro-C'hall an eil war-lerc'h eben, hag int etre seizh ha trizek vloaz da neuze. Meur a abeg en devoa o eontr, ar c'hardinal Mazarin, d'o lakaat da zont da Bariz. Da gentañ e oa aet skuizh gant tud al lez c'hall, ha n'halle ket kaout fiziañs enne, hag a veze o klask noazout outañ. Fellout a rae dezhañ kaout tud kar en dro-dezhañ. Da eil e oa mennet da implij e nized ha nizezed da gadarnaat e zere e kevredigezh hag en istor Bro-C'hall, rak evel den a Iliz n'en devoa ket a vugale, hervez al lezennoù.
Pa zegouezhas an dimezelled e voent kemeret gant ar rouanez Anna Aostria, mamm ar roue yaouank Loeiz XIV, dindan hec'h askell, ma aotreas zoken kelenn ar re yaouankañ gant ar roue hag e vreur er Palais-Royal.
Pan errujont el lez c'hall e voe klevet ar marichal Villeroy o lavarout da eontr ar roue Gaston de France, Dug Orléans :
« Voilà des petites demoiselles qui présentement ne sont point riches, mais qui bientôt auront de beaux châteaux, de bonnes rentes, de belles pierreries, de bonne vaisselle d'argent, et peut-être de grandes dignités […] »[1],[2])
E Pariz e souezhas an holl gant o neuz. E-touez ar C'hallaoued a renk uhel e ranke kroc'hen ar merc'hed bezañ gwenn ha kuilh, hag int a oa teñval o dremm ha mistr.[3]
Rimadell diwar o fennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mazarinades a veze lavaret eus ar flemmganoù ha flemmskridoù niverus a-enep Mazarin etre 1648 ha 1653. Setu a lenner en unan :
Elles ont les yeux d’un hibou, |
Dezho daoulagad kaouenn, |
E pezhioù all e vez lavaret "priñsezed lous ha naered flaer anezho".[3]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Combescot, Pierre (1999). Les petites Mazarines. Paris: Grasset. ISBN 2-246-47761-1.
- Guth, Paul (1973). Mazarin. Frankreichs Aufstieg zur Weltmacht. Frankfurt: Societäts-Verlag. pp. 637−670.
- Hillairet, Jacques (1976). Les Mazarinettes ou, Les sept nièces de Mazarin. Paris: Éditions de Minuit. ISBN 2-7073-0138-8.
- Renée, Amédée (1858) . Die Nichten Mazarin's. Studien der Sitten und Charaktere im 17. Jahrhundert. Dresden: Rudolf Kuntze. Retrieved October 15, 2009.
- Saint-Victor, Paul de (1867). "Les Mazarines". Revue du XIXe siècle 4: 323−331.
- Savoie-Carignan, Guy Jean Raoul Eugène Charles Emmanuel de (1911). The seven richest heiresses of France. London: J. Long. Retrieved October 15, 2009.