Mont d’an endalc’had

Maria Mancini

Eus Wikipedia
An teir c'hoar Maria Mancini, Olimpia Mancini ha Hortense Mancini. Div c'hoar all a oa. Arzour dianav.

Maria Mancini (Roma, 28 Eost 1639 - Pisa, 8 Mae 1715) a oa unan eus ar Mazarinettes, seizh nizez ar c'hardinal Jules Mazarin, ar ministr pennañ e Bro-C'hall e-pad yaouankiz ar roue Loeiz XIV.

E Roma e oa bet ganet, merc'h d'ar baron Michele Mancini ha d'e bried Girolama Mazzarini, ur c'hoar d'ar c'hardinal Giulio Mazzarini, deuet da vout ministr ar roue gall Loeiz XIV.
C'hoar e oa Maria da Laura Martinozzi (1635-1687), da Laura Vittoria (1636-1657), Paul (1636-1652), Olimpia (1640-1708), Philippe (1641-1707), Alphonse (1644-1658), Maria Anna (1649-1717) ha Hortense (1646-1699). Mervel a reas he zad e 1850.

Soñjal a reas an intañvez Geronima Mazzarini kas he merc'hed eus Italia da Vro-C'hall er bloavezhioù 1647 ha 1653 da-gaout o eontr galloudus, dezhañ da glask aozañ dezho dimezioù pinvidik gant priñsed uhel en Italia pe e Bro-C'hall. Evit kendrec'hiñ noblañsed figus e voe roet madoù a-leizh d'an danvez paotred nevez.

Dimeziñ a reas e 1661 d'ar Priñs Lorenzo Onofrio Colonna.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Combescot, Pierre. Les petites Mazarines. Paris : Grasset, 1999 (ISBN 978-2-246-47761-7)
  • (de) Guth, Paul (1973). Mazarin. Frankreichs Aufstieg zur Weltmacht. Frankfurt: Societäts-Verlag. pp. 637−670 (ISBN 978-3-7973-0245-8)
  • (fr) Hillairet, Jacques. Les Mazarinettes ou les sept nièces de Mazarin. Paris : Éditions de Minuit, 1976 (ISBN 978-2-7073-0138-3)
  • (de) Renée, Amédée (1858). Die Nichten Mazarin's. Studien der Sitten und Charaktere im 17. Jahrhundert. Dresden: Rudolf Kuntze.Google Books
  • (fr) Saint-Victor, Paul de (1867). Les Mazarines. Revue du XIXe siècle 4: 323−331.
  • (en) Savoie-Carignan, Guy Jean Raoul Eugène Charles Emmanuel de. The seven richest heiresses of France. London: J. Long, 1911 En-linenn