Mont d’an endalc’had

Ortensia Mancini

Eus Wikipedia
Ortensia Mancini
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHortense Mancini Kemmañ
Anv-bihanHortense Kemmañ
Anv-familhMancini Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mez 1646 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gou 1699 Kemmañ
Lec'h ar marvChelsea Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Lec'h douaridigezhCollégiale Saint-Laurent de Rozoy-sur-Serre Kemmañ
TadMichele Lorenzo Mancini Kemmañ
MammGeronima Mazzarini Kemmañ
PriedArmand Charles de La Porte de La Meilleraye Kemmañ
Kompagnun(ez)Nils Banér, Charlez II (Bro-Saoz) Kemmañ
BugelMarie Charlotte de La Porte de La Meilleraye, Paul Jules de La Porte Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Lec'h labourFrañs, Roma, Izelvroioù, Chelsea Kemmañ
Deroù ar prantad labour1666 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1699 Kemmañ
Poltredet gant Godfrey Kneller, war-dro 1671

Ortensia Mancini (Roma, 6 a viz Even 1646 - Chelsea, 2 a viz Gouhere 1699), pe Hortense Mancini goude e galleg, a zimezas da Armand Charles de La Porte de La Meilleraye, a voe dugez Mazarin adal 1661. Nizez e oa da Jules Mazarin hag anavezet eo evel unan eus ar merc'hed lesanvet ar Mazarinettes.

He zud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredet gant Jacob Ferdinand Voet, 1675
Poltredet gant Jacob Ferdinand Voet

Merc'h e oa da Geronima Mazzarini ha d'ar baron Michele Mancini.
D'ar 1añ a viz Mae 1661 e voe dimezet diwar urzh hec'h eontr kardinal, ha hi 14 vloaz, da dug La Meilleraye, unan eus pinvidikañ gwazed Europa, war an diviz ma kemerje hennezh anv ha skoed Mazarin. Setu ma voe anvet da zug Mazarin, dug Mayenne, priñs Château-Porcien, kont Ferrette, Belfort, Thann ha Rosemont, baron Altkirch, aotrou Issenheim ha markiz Guiscard. Pa varvas ar c'hardinal ur pennadig goude e c'hallas lakaat e zorn war pikol hêrezh e wreg, gant ar Palez Mazarin hag an oberennoù arzel niverus a oa ennañ.

Hortense, yaouank, buhezek ha skañvbenn, a gare ar bed, gwazed e-leizh en-dro dezhi ; dug Meilleraye a oa pizh ha leun a warizi, deol, gouez, hag a redie anezhi da chom pell diouzh Pariz, kêr-benn ar sevenadur.

Gant he fried e chome er Grand-Logis e Mayenne.

Tec'h da Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hortense a reas he soñj a-benn ar fin da guitaat he fried, gant skoazell he breur Philippe, dug Nevers, a pourchasas kezeg ha gwarded dezhi da vont da Roma, m'he doa c'hoant da vont da-gaout he c'hoar Maria Mancini, dimezet d'ar c'honestabl Colonna.
D'an 13 a viz Mezheven 1668 e voe an dec'hadenn.

He fried, a oa o prosezañ ouzh e wreg, a savas klemm ouzh dug Nevers p'en devoa skoazellet an dec'herez, hag aotre en doe da lakaat herzel anezhi. Dipitet e oa Hortense o welout ar bec'h a roe d'e diegezh, a skrivas d'he fried d'e bediñ da bardoniñ, a lavaras e oa prest da zistreiñ, da vezañ sentus, met eñ a respontas e rankje da gentañ tremen daou vloaz er gouent.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar bugel o doe :

  • Marie-Charlotte de La Porte de La Meilleraye (1662-1729), dimezet da markiz Richelieu ;
  • Marie-Anne de La Porte de La Meilleraye (1663-1720), abadez al Lys ;
  • Marie-Olympe de La Porte de La Meilleraye (1665-1754), dimezet da markiz Bellefonds ;
  • Paul-Jules de La Porte-Mazarin (1666-1731), duc La Meilleraye ha Mazarin, en doe titloù e dud ; daou vugel en doe hennezh : Guy-Paul-Jules, dug Mazarin, hag Armande-Félicité, dimezet da markiz Nesle ; teir eus o merc'hed a voe serc'hed, an eil war-lerc'h eben, da Loeiz XV etre 1733 ha 1744.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mancini O. Le Memorie della signora duchessa Mazarini In Colonia: appresso Pietro del Martello, 1677.
  • Galateria D. (a cura di), I piaceri della stupidità - Ortensia Mancini duchessa di Mazzarino, Palermo, Sellerio, 1987.
  • Galateria D. (a cura di), I dispiaceri del Cardinale - Maria Mancini connestabile Colonna, Palermo, Sellerio, 1987.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.