Mont d’an endalc’had

Gildas Bernier

Eus Wikipedia
Gildas Bernier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanGildas Kemmañ
Anv-familhBernier Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gou 1915 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKiberen Kemmañ
Deiziad ar marv30 Du 2000 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherkelener pe kelennerez eilvet derezh, skrivagner, arkeologour Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.persee.fr/doc/ecelt_0373-1928_1998_num_34_1_2248 Kemmañ


Gildas Bernier, ganet d'an 30 a viz Gouere 1915 e Kiberen ha marvet d'an 30 a viz Du 2000 e Roazhon, zo bet kelenner istor ha douaroniezh en Oriant hag e Roazhon. Studiadennoù en deus savet war dachennoù ar yezhoniezh, al lec’hanvadurezh hag an istor ivez.

Desket en doa brezhoneg gant e vamm-gozh eus Kiberen. Goude e studioù e Naoned hag e Roazhon e oa bet kelenner e lise an Oriant, da gentañ, hag e lise Bréquigny, e Roazhon, da c’houde. E 1980 en doa savet un dezenn anvet Les chrétientés bretonnes continentales depuis les origines jusqu'au IXème siècle, e skol-veur Roazhon 2, hag embannet a voe e labour e 1982.

  • Pennadoù embannet e kelaouennoù evel Études Celtiques pe Annales de Bretagne[1]
  • Studiadennoù lec'hanvadurezh, embannet gant an Annales hydrographiques, diwar-benn lec'hanvadurezh aodoù Bro-Gwened[2]
  • Les Chrétientés Bretonnes Continentales depuis les Origines jusqu'au IXème Siècle, G. Bernier, Université de Rennes, 1982, 214 p. (danvez e dezenn)
  • Les premiers Bretons, P.R. Giot, L. Fleuriot, G. Bernier. Kastellin: Jos, 1985