Jord Cochevelou
| Jord Cochevelou | |
|---|---|
| Anv klok | Georges Lucien Pierre Cochevelou |
| Ganedigezh | 16 a viz Mae 1889 Pariz Bro-C'hall |
| Marv | 20 a viz Kerzu 1974 (85 bloaz) Saint-Mandé Bro-C'hall |
|
| |
| Micher | Ebenour, luder, soner, troour |
| Binvioù | Piano, oboell, Fleüt-treuz |
Georges Lucien Pierre Cochevelou, brudet evel Jord Cochevelou[1], ganet e Pariz e 1889 ha marvet e Saint-Mandé e 1974, a oa un ebenour, ul luder, ur soner hag un troour breizhat. Tad da Alan Stivell (Alain Cochevelou) e oa.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genidik eus Gourin e oa e dad François Cochevelou, hag eus Pondivi e oa e vamm Anne-Marie-Eulalie "Anna" Lintanff. E 1903 e varvas an tad, pa oa Jord 4 bloaz. Hennezh a voe kaset da Vreizh da vevañ gant e vamm-gozh a-berzh mamm e Moustoer-Logunec'h[2]. Goude bezañ bet skoliataet e Pondivi ec'h eas da studiañ e Gwened a-raok mont da gloerdi bihan Santez-Anna-Wened[2]. O studiañ ar brederouriezh e voe e 1907-1908[3]. Echu e studi gantañ e oa ampart war meur a yezh, brezhoneg Gwened en o zouez, ha war ar skiantoù, al labourioù dorn, ar sonerezh hag al livouriezh[2].
Goude e servij soudard e-pad daou vloaz e Gwened ec'h eas da soudard a-vicher. Nebeut goude, e 1914, e tarzhas ar Brezel-bed Kentañ ma voe gloazet ha paket gant an enebourien e 1917 ; echu ar brezel e voe medalennet J. Cochevelou evit un ober a gadarnded[4].
E Polonia edo pa voe sinet an arsav-brezel ; eno e studias ar poloneg hag ar ruseg[4] a-raok distreiñ davet e vamm e Pariz, ma reas meur a vicher e tiez-bank hag en ul labourva apotikerezh[5]. Met pezh a zedenne anezhañ e oa al labourioù dorn hag an arzoù : fardañ pezhioù-arrebeuri ha livañ taolennoù gant un teknik a ijinas, an dourliverezh dre eoulliverezh ; unan eus e oberennoù arzel, "Auray, pont" a voe lakaet war ziskouez er Salon des Indépendants e Pariz e 1928, ha "Le Val-André (la côte devant Nantoua)" a voe ivez bloaz goude[6]
Ne oa ket Breizh e soñjoù Jord Cochevelou er bloavezhioù 1930, met a-bell e taole ur sell war luskadoù sevenadur ar vro dre lenn La Bretagne à Paris hag An Oaled[7]. Enno e ouezas diwar-benn bodadegoù Goursez Breizh, ha dre ma veze e darempred dre lizher gant Frañsez Jaffrennou ("Taldir") e teuas dezhañ ar mennozh da fardañ un delenn ; kadarnaet e voe ar raktres pa grogas da emellout e metoù breizhek Pariz, ha pa gejas en Arvern ouzh an telenner klasel brezhon Jean-Marie Hamonic (1898-1966)[8].
D'ar 1añ a viz Eost 1932, oadet a 43 bloaz, e timezas gant Fanny Julienne Dobroushkess (1903-2005).
E 1939 e tirollas an Eil Brezel-bed ; 50 vloaz e oa Jord Cochevelou, re gozh e oa evit bezañ galvet, met peogwir e oa kabiten adarme ec'h eas a-youl-vat d'an emgann. Kaset e voe da Saint-Dié-des Vosges ha da Épinal, ma teuas e bried hag o mab Jean en nevezamzer 1940 ha ma voe ganet Yves d'an 18 a viz Mae. Pa voe faezhet al lu gall e miz Mezheven e voe ret kemer an tec'h ha kavout repu e Trentels (Lot-et-Garonne), ma chomas an tiegezh Cochevelou betek an diskaramzer 1945[9] ; e-keit-se e voe ganet Alan Stivell e Riom (Puy-de-Dôme) d'ar 6 a viz Genver 1944.
A-raok ar goañv 1945 e tistroas ar re Gochevelou de Bariz, ma voe Jord troour diwar ar saozneg e Ministrerezh an arc'hant[10] hag e wreg sekretourez en Union féminine civique et sociale[11]
Goude echu ar brezel ec'h adskoulmas an tiegezh Cochevelou darempredoù gant e familh a oa chomet e Gourin hag en Drinded-Karnag.
D'an 20 a viz Kerzu 1974 e varvas Jord Cochevelou e Saint-Mandé. E bered Gourin e voe beziet[12].
« An Delenn Gentañ »
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek dibenn ar bloavezhioù 1930 neuze e oa mennet Jord Cochevelou da fardañ un delenn giz Iwerzhon ha Bro-Skos, a oa bet dilezet e Breizh abaoe ma oa bet staget an Dugelezh d'ar rouantelezh c'hall. Ar bloavezhioù 1948-1951 a dremenas o kejañ ouzh sonerien, luderien, hag o tastum ditouroù[13].
En e du, Gweltaz Jaffrennou, mab Taldir, en doa fardet e 1936 un delenn diwar dres hini an delennourez skosat Heloise Russell-Ferguson. E 1946 e reas unan all diwar mentoù an hini vez anvet "Brian Boru"[14] hag a c'heller gwelet e Trinity College Dulenn. Goude-se e roas tresoù ar benveg da Jord Cochevelou[15].
E miz Ebrel 1952, hep kemer skouer diwar ur benveg resis, J. Cochevelou a fardas ur c'hentpatrom diwar e dresoù dezhañ[16]. E-pad bloaz e labouras evit sevel « un delenn hud ha disi », da lavar e vab Alan[17]
E miz Ebrel 1953 eta e voe echu « An Delenn Gentañ », 34 c'hordenn e nylon stegnet ouzh ur framm kizellet-kaer gant tresoù giz ar Gelted[18]. En e vab Alan, 9 bloaz da neuze, e fizias Jord ar benveg-seniñ nevez. Ar bugel a zeskas seniñ dre gentelioù an delennourez Denise Mégevand (1917-2004). A-drugarez dezho e voe adlakaet an delenn e sonerezh Breizh adalek dibenn ar bloavezhioù 1950.
Un ugent telenn bennak a voe fardet gant Jord Cochevelou hag a voe prenet gant kelc'hioù keltiek, re Pondivi, Redon ha Sant-Maloù en o zouez[19].
E 1959 e kempennas tonioù sonet gant Alan Stivell evit mont da heul kan Andrea ar Gouilh, a voe enrollet war div bladenn 45 tro ; un ton a savas ivez evit un trede 45 tro a voe embannet e 1960, hag e 1961 e kempennas pevar zon iwerzhonat ha daou don skosat evit ar bladenn enrollet gant Alan Stivell, Musique gaélique[20].
E 1964 e fardas J. Cochevelou teir zelenn o c'herdin e metal, lesanvet "telennoù barzhek". Gant unan anezho ec'h enrollas Alan e bladennoù bras kentañ : Reflets (1970) ha Renaissance de la harpe celtique (1971)[21]
- A gantved da gantved
- Telenn Brian Boru,
war-dro 1220 - An delenn anv Queen Mary, bet fardet e-tro 1500 ha profet gant Mari Stuart d'an delennourez Beatrix Gardyn e 1583.
- « An Delenn Gentañ », 1953
- Ar Ganadianez Oona McOuat o seniñ un delenn arnevez, 2007
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Vefa de Bellaing : Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne ; Naoned : Ouest-Éditions, 1992, p. 131 (ISBN 978-2-908261-11-0)
- (fr) Thierry Jigourel : Harpe celtique, le Temps des Enchanteurs ; Londrez : Celtics Chadenn, 2005 (ISBN 978-2-84722-058-2).
- (fr) Alan Stivell & Jean-Noël Verdier : Telenn, la harpe bretonne ; Montroulez : Le Télégramme, 2006 (ISBN 978-2-84833-078-5)
- (fr) Laurent Bourdelas : Alan Stivell ; Montroulez : Le Télégramme, 2012 (ISBN 978-2-84833-274-1)
- (fr) Alan Stivell : Stivell par Alan ; Roazhon : Ouest-France, 2023 (ISBN 978-2-7373-8893-4)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Miret e vez stumm krennvrezhonek an anv : Coz- + chevelou = "kozh stivelloù", hervez Albert Deshayes : Dictionnaire des noms de famille bretons, Douarnenez, Le Chasse-Marée/ArMen, 1995, p. 463 (ISBN 978-2-903708-61-0).
- 1 2 3 Stivell ha Verdier, 2004, p. 88.
- ↑ Bourdelas, 2012, p. 15.
- 1 2 Stivell 2023, p. 16.
- ↑ Bourdelas, 2012, p. 16.
- ↑ René Édouard-Joseph : Dictionnaire biographique des artistes contemporains, levrenn 1, A-E ; Pariz : Art & Édition, 1930, p. 305.
- ↑ Stivell & Verdier, 2006, p. 89.
- ↑ (fr) Alan Stivell : Histoire de la renaissance de la harpe celtique, e Musique bretonne niv. 29, Eostt 1982, p. 5.
- ↑ Bourdelas, 2012, p. 19.
- ↑ Libération, 8 a viz Kerzu 1998.
- ↑ Bourdelas, 2012, p. 21.
- ↑ Bourdelas, 2012, p. 19.
- ↑ Stivell, 2023, p. 27.
- ↑ Brian Bóruma mac Cennétig ("Brian Boru) a voe roue Iwerzhon adalek 1002 betek 1014.
- ↑ (fr) Roland Becker & Laure Le Gurun : La musique bretonne ; Speied : Coop Breizh, 1994, p. 66 (ISBN 978-2-909924-19-9).
- ↑ (fr) Le Figaro, 8 a viz C'hwevrer 2019
- ↑ Stivell ha Verdier, 2004, p. 89.
- ↑ (fr) Telenn Gentañ.
- ↑ Jigourel, 2005, p. 37.
- ↑ Stivell & Verdier, 2006, p. 111.
- ↑ Stivell & Verdier, 2006, p. 117.
