François Valentin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

François Valentin, bet ganet e Gwengamp (Aodoù-an-Arvor a-vremañ, Breizh) d'an 10 a viz Ebrel 1738 hag aet da Anaon e Kemper (Penn-ar-Bed, Breizh) d'an 21 a viz Eost 1805, a oa ul livour breizhat.

Mont a reas da Bariz hag eno e teskas e arz e ti Joseph-Marie Vien adalek 1758 betek 1769. Mont a reas d'ober e annez da Roma (kêr-benn Stadoù ar Pab d'ar mare-se) betek 1773 a-raok distreiñ da Bariz betek 1791.