Flegyas
Neuz
(Adkaset eus Flegias)
Flegyas (Φλεγύας / Phlegúas e gregach), mab d'an doue Ares ha da C'hryse, a oa roue al Lapited.
Daou vugel en doa: ur mab, Iksion, hag ur verc'h, Koronis, a voe serc'h da Apollon.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa brazez e verc'h Koronis eus he mab ec'h orgedas ouzh Isc'hys, mab Elatos. Pig pe vran a gan, hag ur vran a yeas da gontañ an doare da Apollon. Hag an doue dogan da gas e c'hoar, ar werc'hez Artemis, da lazhañ Koronis gant he saezhoù.
Flegyas, a oa dirollet gant ar gounnar, a yeas da c'hwezhañ an tan e templ Apollon e Delfi, un dra ha ne blijas ket tamm da Apollon, ma lazhas e dad-kaer.