Prederouriezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Iskevrennad eus | knowledge system |
---|---|
Rann eus | skiantoù an den |
Named by | Pitagoras |
Efed | philosophical viewpoint |
Is the study of | condition, phenomenon, gwirvoud, Gouiziegezh |
Hashtag | philosophy |
Dezverket dre | interdisciplinarity |
Istor | Istor ar brederouriezh, Prederouriezh ar C'hornôg, Prederouriezh ar Reter |
Pleustret gant | prederour, professor of philosophy |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/philosophy |
Stack Exchange site URL | https://philosophy.stackexchange.com/ |
Roll elfennoù | list of schools of philosophy, list of philosophies |
Petra eo ar brederouriezh?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (pe : ar filozofiezh[1]) evel ar c'hoant gouzout, a zo unan eus techoù kreñv an Den, rak broudet e vez ar vugale gantañ ha hep mar e veze renet an Australopithecus gantañ ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg rak gant ar ger Philosophia (Philo- = "kar-"; sophia = "furnez") e rae an Henc'hresianed.
Hervez Nicola Abbagnano '1901-1990) en em ziskouez termen ar brederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos.(Daveoù a vank)
Pythagoras en em ginnige evel ur sofegour (eus sophia) hag Herodotos, pa zanevellas un diviz etre Kresus ha Solonos a implijas an termen en e ster gerdarzhel gweladenniñ meur a vro en ur brederouriañ.(Daveoù a vank)
Thoukidides a zegasas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon.(Daveoù a vank) Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pythagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarierien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien anezho. (Daveoù a vank)
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en he deroù.(Daveoù a vank) Platon a selle ouzh kelennoù, evel ouzh ar ventoniezh, ar sonerezh hag all, evel kammedoù kentañ war hent ar brederouriezh.
Istor ar brederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh
Prederouriezh ar C'hornôg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg
Prederouriezh ar Reter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar Reter
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Hemon, 1993