Mont d’an endalc’had

Ethniu

Eus Wikipedia
Cían a gav merc'h Balor, treset gant H. R. Millar e 1905.

Ethniu (en heniwerzhoneg: ([ˈeθʲnʲu])), pe Eithne en iwerzhoneg ([ˈɛhnʲə]) eo merc'h Balor, penn ar Fomóired, ha mamm Lugh e gwengelouriezh Iwerzhon. E anv a c'hall bout skrivet Ethliu (hiziv Eithle), Eithlionn (genitiv; hiziv Eithleann), hag Ethlinn (dativ; hiziv Eithlinn).

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ethniu a zo ur skwer ag an diaested a gaver pa vez graet enklaskoù war gwengelouriezh Iwerzhon. Stumm koshañ he anv eo Ethliu pe Ethniu marteze, hag en deus roet ar stumm arnevez brudetoc'h Eithne. Hogen, abalamour d'an iwerzhoneg hag e ziouer a skweriekadur en e zistagadur, ha d'ar c'hoant da saoznekaat an anvioù, e voe krouet un toullad adstummoù. Un diouiziegezh yezhel a washaas ar blegenn: ar stumm tro-c'henel eus Ethniu eo Ethnenn (hiziv Eithneann) ha tro-c'henel Ethliu eo Ethlenn/Ethlinn (hiziv Eithleann/Eithlinn), evel e mac Ethlenn ("mab Ethliu"). An dro-c'henel a zo bet gwelet evel un droad nominativel peurliesañ.

Argemmoù ha saoznekadurioù a zo: Ethnea, Eithliu, Ethlend, Ethnen, Ethlenn, Ethnenn, Ethne, Aithne, Enya, Lily, Aine, Ena, Etney, Eithnenn, Eithlenn, Eithna, Ethni, Edlend, hag Edlenn.

E "Tochmarc Étaíne" e lenner Boand evel anv arall Eithne hag er Banshenchas e lenner eo Feada anv "gwir" Ethniu.[1]

Darempredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eithne eo merc'h Balor ha mamm Lugh. En hengounoù zo eo Eithne merc'h Delbáeth, mamm an Dagda hag Ogma, ha gwreg Nuada Airgetlám. Hervez un doare all eus ganedigezh Óengus ez eo-hi gwreg Elcmar ha desevet e voe gant an Dagda, daoust ma c'halle bout un eilenn eus Boann.

Er braz ag an skrivadennoù eo Ethniu ur penn benel hogen e testennoù zo ez eo Ethniu un anv gourel. En dornskrid kozh Baile in Scáil ("Gweledigezh an Teuz"), Lugh eo mab "Ethliu mab Tigernmas", pe mab "Ethniu mab Smretha mab Tigernmas". Evit James Bonwick ez eo Tigernmas (ar roue hag a stalias azeulerezh Crom Cruach) kement ha Balor. R. A. Stewart Macalister a ginnig Cethlenn evel ur stumm ag Ethlenn rak anvet a vez Lugh evel Lugh Mac Ethlenn (Mac EthlennMac Cethlenn).

Gwengel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He unvaniezh gant tad Lug, Cían ag an Tuatha Dé Danann, a vez kinniget en testennoù evel un eured tiernac'hel, mes en un danevell all ez eo tostoc'h da c'hanedigezh Perseüs e gwengelouriezh Hellaz. Ur gontadenn dastumet gant John O'Donovan e 1835 a gont penaos e klaskas Balor toullbac'hañ e verc'h Ethniu en un tour e Toraigh pell diouzh an dud, evit ma chomo hep genel bugel ebet, rak un drouiz en doa diouganet dezhañ e vefe lazhet gant e zouaren.

Hogen Mac Cinnfhaelaidh (Cían) a c'hallas pignat e tour Ethniu, gant harp hud Biróg. Ethniu a c'hanas tri bugel, mes Balor a c'holoas anezhe gant ul liñsel ha goulenn a reas e vefent beuzet en un droenn-vor. Beuzet e voe gantañ daou ag ar vugale mes an trede bugel a voe savetaet gant Biróg. Reiñ a reas ar bugel da Balor en-dro ha roet eo bet gantañ d'ar gov Gavida, evit e zesevel. Pa voe bras e lazhas Balor.

Er Banshenchas e lavarer eo heñvel Ethniu ha Feada: "Feada e oa anv gwir Ethne hag a oa gwreg Cain, mamm Lugh, ha merc'h ar gov Balor mab Dot, mab Nét ar Meur. Abalamour dezhañ eo brudet karn Ath Feindead peogwir e reas un duvell eno."[2]

Sevenadur pobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ethniu eo an dudenn gentañ e Peace Talks ha Battle Ground (2020) gant Jim Butcher, lec'h ma ren un aloubadeg a fomoired e Chicago.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Banshenchus: The Lore of Women. Corpus of Electronic Texts. Mary Jones. Kavet : 2 December 2019.
  2. Banshenchus. Diellet er skrid orin d’an 6 October 2016. Kavet : 2009-09-20.