Emziviz (filozofiezh)
An Emziviz (pe Dialog) a zo ken kozh hag ar filozofiezh. Deuet eo buan da vezañ ur framm « naturel » evit prederourien hag a felle dezho kaout un troc'h digant nep prezeg unvouezh, da gentañ-penn hini an hengoun mojennel ha barzhoniel, ken intret ma oa gant skeudennoù droch pe drochoc'h ar relijion. C'hoari a ra an diorren-se, dre-vras, a-hed ar Vvet kantved henc'hresianek.
Dre gomz eo bet renet da gentañ an emzivizoù : anavezet-mat eo Sokrates (eil hanterad ar Vvet kantved) ne felle dezhañ mont d'an dud nemet er mod-se, hep kenteliañ evit gwir ha hep skrivañ tamm. A-raok Sokrates zoken, e teu war wel mennad ar vurutelladeg e oberenn Zenon Elea gant e dezennoù dic'hortoz diwar-benn meizadoù al lec'h hag an amzer pe e kelennadurezh Protagoras. Hemañ a embanne : « Daou brepoz enebet an eil ouzh egile a c'hell bezañ diwar-benn pep tra »[1].
Setu, gant se, ganet an dialektik : skiant an dialog, ar burutellañ (dialegesthai), hag a oa d'ar mare an anv roet d'ar preder rezonet (e galleg a vremañ : la pensée rationnelle). Hervez Aristoteles, Zenon an hini eo a vefe bet "kaver an dialektik"[2] ; tost heñvel eo sell Platon e Parmenides, 128 c-d.
Dialogoù dre skrid en Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hervez, Euklides ar Megarad (ha neket ar matematikour) hag Aisc'hines ar Sokratesour (ha neket ar prezegenner) a voe ar re gentañ o sevel dre skrid dialogoù diouzh doare Sokrates er bloavezhioù diwezhañ ar Vvet kantved, bev c'hoazh Sokrates neuze. Kollet eo bet o skridoù[3].
War o seulioù e teuas Platon diouzhtu, mestr an emziviz filozofek hep mar na marteze : dialogoù hepken a embannas (nemet un nebeud lizheroù), un tregont bennak anezho, diouzh doare Sokrates da gentañ ha tamm ha tamm muioc'h-mui diouzh doare Platon. Deuet int betek ennomp, an holl anezho pe dost : ar wech kentañ eo deomp kaout oberenn peuzklok ur prederour eus an Henamzer, ar pezh zo kaoz betek ur poent d'ar pouez kemeret gant Platon e istor ar preder. Roll an dialogoù gantañ ha daveennoù a gaver er pennad Platon.
Goude Platon, e hañval giz an emziviz filozofek mont da hesk buan a-walc'h. Aristoteles en dije skrivet un nebeud dialogoù, met kollet int : ne chom ganeomp digantañ nemet notennoù (fonnus !) e selaouerien. Diwezhatoc'h, e Rom hag e latin, Cicero a embannas meur a ziviz, diwar-benn ar retorik (Dialogi tres de Oratore, Tri dialog a-zivout ar prezeger) ha dreist-holl war sujedoù filozofek : De Republica (ar Stad), Academica (diwar-benn luskad an Akademiidi nevez ha kistion ar ouiziegezh), Tusculanæ disputationes (Burutelladeg e Tusculum)… Gantañ e teu an emziviz da vezañ un doare displegañ kentoc'h eget un hent a enklask gwirion. Daou gantved war-lerc'h, liv ar godiserezh a zeu d'an emziviz gant Lukian Samosata a ra goap ouzh ar filozofourien dre vras en e Dialog an doueed pe Dialog ar re varv hag all.
Da vare ar Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket frouezhus bed ar Grennamzer e-keñver an emziviz ; daoust d'ar quæstio disputata (kistion vurutellet) da vezañ ur seurt patrom ret, skrivet e vezont e-giz kentelioù. An « dialektik » a vez desket er Skol-veur e kevrenn an Arzoù (a-gevret gant ar yezhadur hag ar retorik a ya d'ober an trivium) n'eo nemet al lojik.
Ar prantad modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an Azginivelezh e teu an emziviz war wel a-nevez. Sellet e vez outañ dreist-holl e-giz talvoudus evit gallout embann hep bezañ tregaset re vuan gant ar gontrollourien hag an enebourien : kit da c'houzout pe hini e-touez ar gendivizourien a zoug mennozhioù ar skrivagner ! Nikun anezho marteze ? Un nebeud skouerennoù.
- Erasmus :
- 1522-1533 : Opus familiarium colloquiorum (Dastumad divizoù diardoù)
- 1528 : Dialogus de recta latini græcique sermonis pronuntatione, (Dialog a-zivout distagadur reizh al latin hag ar gregach) : ul levezon hirbad en deus bet ar skrid-se.
- Jean Bodin[4], 1588 : Colloquium heptaplomeres de abditis rerum sublimium arcanis, (Kendiviz ar seizh diwar-benn segredoù kuzh an traoù uhelañ) : ur skrid sebezus a-walc'h ha n'eo bet moullet nemet en XIXvet kantved, an dornskrid avat en doa redet diehan a-dreuz Europa betek neuze ; seizh int da wir : ur c'hatolig roman, ul luterad, ur c'halvinour, ur yuzev, ur muzulman, ur filozofour doueour hag ur filozofour amgredik.
- Galileo Galilei, 1632 : Dialogo sopra i due massimi sistemi del mondo (Dialog diwar-benn an daou sistem ar bed pennañ)
- La Mothe Le Vayer, 1632 : Dialogues faits à l'imitation des Anciens (Dialogoù diouzh doare an Henamzer)
- George Berkeley, 1713 : Three Dialogues between Hylas and Philonous (Tri dialog etre Hylas ha Philonous)
- David Hume, 1779 (goude e varv) : Dialogues Concerning Natural Religion (Dialogoù a-zivout ar relijion naturel)
Dre ma'z eo aet war-raok frankiz an embann, n'eo ket bet implijet ken alies stumm an emziviz er c'hantvedoù war-lerc'h ; deuet eo da vezañ ur stumm lennegel kentoc'h.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelloc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Prederioù diwar-benn an emziviz :
- Martin Buber, Ich und Du, 1923 (e galleg : Je et Tu)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diels-Kranz, Die Fragmente der Vorsokratiker, Protagoras, B 6a ; troidigezh c'hallek klok : Jean-Paul Dumont (dir.), Les Présocratiques, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, 1988 ; kavet e vez ivez troidigezhioù darnel.
- ↑ Diels-Kranz, Zenon, A 1 hag A 10.
- ↑ Padal ar plas roet da Euklides gant Platon e penn kentañ an dialog anvet Theetetos a gadarnfe e ouie Euklides skrivañ emzivizoù gant Sokrates, gwirion pe renket.
- ↑ Burutellet e vez hag eo bet skrivet evit gwir gant Jean Bodin : er frwiki da skouer.