Dialogue
Dialogue (pe Dialogues el liester) a zo stumm gallek pe saoznek ur ger hag a dalvez kement ha « diviz » pe « emziviz », « kendiviz ». Deveret eo eus ar gregach « dialogos », adkemeret e latin e-giz « dialogus » ha da c'houde er yezhoù europat pennañ (ar brezhoneg en o zouez[1]).
Deuet eo war wel da gentañ an emziviz e-giz framm ar filozofi o tiorren, dre gomz er penn-kentañ, gant Sokrates peurgetket, ha dre skrid adal dibenn ar Vvet kantved kent J.K. Dialogoù eo an holl oberennoù gant Platon. Gwelit : Emziviz (filozofi).
An doare dre c'houlenn ha respont a zo bet implijet ivez en ur spered disheñvel gant ar relijion gristen evit ar c'hatekiz. Hag embannet ez eus bet, diouzh an hevelep patrom, ur C'hatekiz pozitivour gant Auguste Comte.
A-hend-all, deuet eo an Dialog (pe a-wechoù Entretiens e galleg) da vezañ ur stumm lennegel (gwelit amañ dindan).
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skridoù alamanek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dialoge, ur skrid alamanek gant Novalis
Skridoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skridoù gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dialogues des carmélites, anv meur a oberenn
- Dialogue entre un prêtre et un moribond, gant Markiz Sade
- Dialogues tristes , gant Octave Mirbeau ;
- Dialogue des morts, gant Fontenelle ;
- Dialogues avec Max Jacob, gant Louis Émié
Skridoù italianek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dialogo sopra i due massimi sistemi del mondo, gant Galileo Galilei e 1632
- Dialogo, levr divizoù etre Primo Levi ha Tullio Regge e 1984 .
Skridoù spagnolek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diálogos sobre la educación, anv spagnolek al Lingvae latina exercitatio (n'eo ket ur skrid spagnolek eta), gant Juan Luis Vives.
Stalioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dialogues, anv div stal levrioù e Breizh an eil e Brest, eben e Montroulez
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, s.v. Dialog