Emgann ar Sava
En Emgann ar Sava, war lez ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona, e 388, e voe trec'het Magnus Maximus[1] gant an impalaer Theodosius Iañ . Diwezhatoc'h e voe tapet Maximus gant e enebourien ha lakaet d'ar marv en Aquileia.
A-raok an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas an impalaer roman Valentinianus Iañ e 375 e voe anvet e zaou vab, Gratianus ha Valentinianus II[2]. da impalaerien.
Gratianus, a oa 17 vloaz d'ar c'houlz-se, a grogas brav e ren, gant un trec'h war an Alemanned war ar Roen e 377.
Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia (Sisak e Kroatia hiziv) gant e vreur Marcellinus e Poetovio (Ptuj e Slovenia hiziv).
Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Theodosius a ziskouezas penn Maximus e meur a rannvro, hag e Kartada. Andragathius a gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet bev.
E vab Victor, ur 7 vloaz bennak dezhañ, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast, e fin ar bloavezh-hont.
E-touez e ziskennidi e voe Olybrius, impalaer e 472, meur a gonsul hag a eskob evel sant Magnus Felix Ennodius, eskob Pavia adalek 514 betek 521.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An Online Encyclopedia of Roman Emperors ; Pan. Lat. II.34
- ↑ An Encyclopedia Of World History, (Houghton Mifflin Company, Boston, 1952), chap. II., Ancient History, p. 120