Emgann Milne Bay
Rann eus | kampagn Guinea Nevez |
---|---|
Stad | Papoua Ginea-Nevez |
Lec'h | Milne Bay |
Daveennoù douaroniel | 10°22′0″S 150°30′0″E |
Deiziad kregiñ | 25 Eos 1942 |
Deiziad echuiñ | 7 Gwe 1942 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet |
Emgann Milne Bay, Battle of Milne Bay anavezet ivez evel Operation RE pe emgann Rabi (ラビの戦い) evit Japaniz, a voe un emgann e-pad an Eil Brezel-bed war dachenn Brezel ar Meurvor Habask. Padet e oa etre ar 25 a viz Eost hag ar 7 a viz Gwengolo 1942 hag ennañ e oa enebet Douarlu Stadoù-Unanet Amerika ha lu Aostralia, hag ar vegenn eus Morlu Impalaeriezh Japan anvet Kaigun Tokubetsu Rikusentai. Un trec'h e voe evit ar Gevredidi.
Nerzhioù Japan, harpet gant daou dank skañv, a dagas daou aerborzh lec'hiet e Bae Milne e Reter Ginea Nevez. Dre titouroù fall ar spierezh, ar japaniz ne oant ket kelaouet e oa kreñv ar gwarnizon aostralian, soñjal a rae dezho ne oa difennet an aerborzhioù nemet gant teir c'hompagnunezh (war-dro 280 soudard).
Dilestret e voe ganto da gentañ penn ur batailhon (800 soudard) d'ar 25 a viz Eost 1942. Ar Gevredidi, dre ar spierezh Ultra, a ouie e vefe eus an dilestradeg hag an nerzhioù o tont. Dre-se e oa bet brasaet ar gwarnizon ha prientet difennoù kreñv.
En desped da vezañ taget kreñv war al lec'h dilestrañ, pa oa erruet an nerzh bihan, e voe taget gant kirri-nij brezel kevredet. Ul lodenn eus an nerzh-kas japanat a oa bet distrujet a-raok dilestrañ a-dreñv lec'hioù difenn al lu aostralian.
Ar japaniz a gendalc'has an dagadenn memestra en ur redek buan er janglenn ha mont war-zu an aerborzhioù evel rakwelet. Stourmoù taer a voe etre int ha bezenoù Aostralia, ar re-se o vezañ kentañ linenn difenn ar Gevredidi. Bountet e voe warno ha rediet e voent da gilañ, met kaset e voe un harp dic'hortoz a-enep ar Japaniz, ar Second Australian Imperial Force savet gant soudarded arbennikaet mat. Gant sikour an harp-se ha mestroni an oabl ar Gevredidi a dale ouzh an tagadennoù lies.
O vezañ beuzet gant un niver uheloc'h a difennerien, hep harp ha gant kolloù kalz brasoc'h evit raksoñjet, morlu impalaeriezh Japan a voe rediet da skampañ kuit. Un nebeud soudarded eus Japan a gendalc'has ar stourm betek ar 7 a viz Gwengolo 1942.