Emgann Milne Bay

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Plan Emgann Milne Bay etre ar 25 a viz Eost hag ar 7 a viz Gengolo 1942.

Emgann Milne Bay, Battle of Milne Bay anavezet ivez evel Operation RE pe emgann Rabi (ラビの戦い) evit Japaniz, a voe un emgann e-pad an Eil Brezel-bed war dachenn Brezel ar Meurvor Habask. Padet e oa etre ar 25 a viz Eost hag ar 7 a viz Gwengolo 1942 hag ennañ e oa enebet lu Stadoù-Unanet Amerika ha lu Aostralia, hag ar vegenn eus Morlu impalaeriezh Japan anvet Kaigun Tokubetsu Rikusentai. Un trec'h e voe evit ar Gevredidi.

Tank japanat Type 95 Ha-Go distrujet.

Nerzhioù Japan, harpet gant daou dank lijer, a dagas daou aerborzh lec'hiet e Bae Milne e Reter Ginea Nevez. Dre titouroù fall ar spierezh, ar japaniz ne oant ket kelaouet e oa kreñv ar gwarnizon aostralian, soñjal a rae dezho ne oa difennet an aerborzhioù nemet gant teir c'hompagnunezh (war-dro 280 soudard).

Dilestret e voe ganto da gentañ penn ur batailhon (800 soudard) d'ar 25 a viz Eost 1942. Ar Gevredidi, dre ar spierezh Ultra, a ouie e vefe eus an dilestradeg hag an nerzhioù o tont. Dre-se e oa bet brasaet ar gwarnizon ha prientet difennoù kreñv.

En desped da vezañ taget kreñv war al lec'h dilestrañ, pa oa erruet an nerzh bihan, e voe taget gant kirri-nij brezel kevredet. Ul lodenn eus an nerzh-kasjapanat a oa bet distrujet a-raok dilestrañ a-dreñv lec'hioù difenn al lu aostralian.

Ar japaniz a gendalc'has an dagadenn memestra en ur redek buan er janglenn ha mont war-zu an aerborzhioù evel rakwelet. Stourmoù taer a voe etre int ha bezenoù Aostralia, ar re-se o vezañ kentañ linenn difenn ar Gevredidi. Bountet e voe warno ha rediet e voent da gilañ, met kaset e voe un harp dic'hortoz d'ar Japaniz, ar Second Australian Imperial Force savet gant soudarded arbennikaet mat. Gant sikour an harp-se ha mestroni an oabl ar Gevredidi a dale ouzh an tagadennoù lies.

Argadenn gant ar Kaigun Tokubetsu Rikusentai e Ginea Nevez e 1942.

O vezañ beuzet gant un niver uheloc'h a difennerien, hep harp ha gant kolloù kalz brasoc'h evit raksoñjet, morlu impalaeriezh Japan a voe rediet da skampañ kuit. Un nebeud soudarded eus Japan a gendalc'has ar stourm betek ar 7 a viz Gwengolo 1942.