Mont d’an endalc’had

Eliz Iza

Eus Wikipedia

Eliz Iza, pe En ti Eliz Iza, pe Elyza, ha meur a anv all c'hoazh, zo ur ganaouenn vrezhonek, eus an XIXvet kantved, hag a oa Plac’hik Eussa an anv orin anezhi pa voe embannet e 1867.
Enrollet ha brudet eo bet gant ar c'hoarezed Goadeg, o devije desket anezhi pe diwar ur follenn-nij pe digant kanerien all. Kaoz zo enni eus Enez Eusa, nemet moarvat ne ouie gwall vat kanerezed Poher petra e oa an anv Eusa, ma voe lakaet un titl damdost da glevet.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En 1867 e oa bet embannet Telen Remengol, un dastumad barzhonegoù divyezhek, gant Yann-Vari ar Skourr (1811-1870), hag ennañ « Plac'hig Eusa »[1], er bajenn 76; en e levr e skriv e vez kanet war an ton En deiz kentan deus a viz du tiskenn ar Zaozon en dour du, anavezet ivez evel Marivonik.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXIañ kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean Pierre Marie Le Scour, Telenn Remengol (La Harpe de Rumengol), 1867, Brest : Lefournier, 1868. 179 p.
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Eliz Iza.

  1. Plac'hig Eusa e levr ar Skourr
  2. Elyza amañ, kanet gant ar c'hoarezed Goadeg, eilet gant Alan Stivell o telennañ  : [1]
  3. Klip gant un tour Eiffel : [2]
  4. Kanet gant Yann-Fañch Kemener : [3]