Edda e komz-plaen
An Edda e komz-plaen, anavezet ivez evel an Edda yaouankañ, Edda Snorri pe an Edda hepken, zo un oberenn islandeg a ya peder rann ouzh hec'h ober, enni arroudennoù eus barzhonegoù skaldek pe eddaek koshoc'h, hag a zanevell mojennoù eus mitologiezh Skandinavia. Soňjal a reer peurlliesaň e vije bet savet gant an istorour ha lenneg Snorri Sturluson a vevas en Island e-tro ar bloaz 1220.
Kregiñ a ra gant ur raklavar levezonet gant mennozhioù Evhemeros heuliet gant teir levrenn disheñvel : Gylfaginning (enni war-dro 20 000 ger), Skáldskaparmál (enni war-dro 50 000 ger) ha Háttatal (enni war-dro 20 000 ger). Seizh dornskrid, skrivet eus 1300 da 1600 pe war-dro, a zegas titouroù a dalvoudegezh. Pal ar skrid a oa reiñ d'ar varzhed ha d'al lennerien an tu da gomprenn soutilded ar werzaouriezh hengounel ha da intent ar ster kuzhet a-dreñv ar c'henningar a veze implijet er varzhoniezh skaldek.
Arabat eo meskañ anezhañ gant an Edda e gwerzennoù, ur barzhaz dizanv eus mammennoù hengounel koshoc'h dastumet tamm-pe-damm d'ar memes mare hag an Edda e komz-plaen en Island an XIIIvet kantved[1] Liammet eo an Edda e komz-plaen gant an Edda e gwerzennoù dre ma ra anv an Edda e komz-plaen eus barzhonegoù liesseurt dastumet el levr all evel mammennoù ar pezh a zanevell.[2].
Ar skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar soñj e oa savet an Edda gant Snorri Sturluson zo diazezet evit ar pep brasañ war an arroudenn da-heul tennet diouzh ar C'hodex Upsaliensis, un dornskrid eus deroù ar XIVvet kantved ha ma oa adskrivet Prose Edda:
"An Edda a vez graet eus al levr-se. Snorri Sturluson en deus en dastumet en doare m'emañ kinniget amañ. Da gentañ e komz diwar-benn an Aesir hag Imir, da c'houde e teu kevrenn an distilherezh gant anvioù barzhoniel ur bern traoù hag evit echuiñ ur varzhoneg anvet Roll Mentadoù savet gant Snorri diwar-benn ar roue Hakon hag an dug Skuli"[3].
Lavaret eo bet ne oa ket sklaer an arroudenn, na kennebeut dornskridoù all, diwar-benn ar fed ma oa bet Snorri muioc'h evit kendastumer an oberenn ha skrivagner an Hattatal pe c'hoazh skrivagner an holl Edda e komz-plaen[4] Forzh penaos, meneg Snorri en dornskridoù en deus bet ul levezon vras evit lakaat degemer anezhañ evel oberer an Edda e komz-plaen penn-da-benn.[4].
Peder lodenn an Edda
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e soñjer e oa savet an Háttatal da gentañ, pa oa Snorri o tont en-dro eus lez ar rou Hakon. Soñjet en doa goude e oa ezhomm displegañ an heitioù hag ar c'henningar zo ul lodenn bouezus eus ar varzhoniezh skaldek ha skrivet en dije ar Skáldskaparmál . En diwezh, danvez mitologek ar c'henningar en dije atizet anezhañ da skrivañ ur c'hinnig dre vras eus ar vitologiezh c'herman : ar Gylfaginning.
Ar raklavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ lodenn eus peder levrenn an Edda eo ar raklavar. N'eo ket sur e vije bet skrivet gant Snorri Sturluson. Displegañ a ra orin ar vitologiezh c'herman en un doare evemerat awenet gant ar mennozhioù kristen hag an deskadurezh klasel.
Kregiñ a ra gant danevell ar C'heneliezh. Krouiñ a ra Doue an oabl hag an douar, Adam hag Eva. Kas a ra al liñvadenn vras war an Douar ha saveteiñ Noe. Paouez a reas an dud da sentiñ ouzh gourc'hemennoù Doue avat ha disoñjal a rejont betek e anv. Gwelet nerzhioù an natur evelato o lakaas tamm-ha-tamm da azeuliñ an Douar ha da grediñ e bezañs un Doue c'hrouer.
Deskrivet eo Doueed Skandinavia goude evel brezelourien eus Troia o doa kuitaet ar gêr pa oa bet kemeret (un orin heñvel ouzh an hini choazet gant Jafrez Menoe en XIIvet kantved da zisplegañ deroù broad Breizh-Veur). Unan eus Rouaned Troia, Munon pe Mennonen, en doa euredet merc'h Priam ha bet en doa ganti ur mab anvet Tror, da lâret eo Thor hervez ar skrivagner. Maget e voe hennezh e Trakia gant Lorikus. Brav ha kreñv e oa ha da zaouzeg vloaz en dije lazhet e lez-tad ha kemeret e rouantelezh.
Goude se e veajas ha trechiñ a reas berserkerien ha ramzed, un aerouant ha loened gouez all. Dimeziñ a reas gant un diouganerez anvet Síbíl, « a lakaimp Sif », eme ar skrivagner. En tu all d'an dave da Droia ez eo anat levezon an deskadurezh klasel pa weler an heñvelderioù, deskrivet gant Heinz Klingenberg, etre Trór / Thor hag haroz Troia, Aeneas. Perzhioù Trór ha kalz eus darvoudoù e vuhez a laka da soñjal en Aeneis skrivet gant Vergilius peurgetket.
Triwec'h rummad war e lerc'h e vije bet ganet Voden, « a anvimp Odin », eme ar skrivagner, Un den fur-meurbet ha dezhañ kalz donezonoù. Frigida a oa anv e wreg, « a lakaimp Frigg » eme adarre ar skrivagner. Odin, a oa gouest da welet an amzer da zont, a zeskas a ranke mont kuit trema an norzh. Kuitaat a reas neuze Turkia gant ur c'hoskoriad bras. Bravoc'h ha furoc'h evit an dud all, an Ased (anvet evel-se abalmour ma oant o tont eus Azia) a oa sellet oute buan evel ouzh doueed rak, e lec'h ma tremenent e tegasent ar peoc'h hag ar berzh mat. Lakaat a reas Odin e vibien e penn ar broioù a dremenas enne. Tri anezhe a rannas Bro-Bro-Saks etreze. E-touez o diskennidi e kaver Baldr ha Fródi peurgetket, met ivez Rerir, hendad ar Völsungar. Skjöld ivez, hendad ar Skjöldungar, hag a renas Danmark ; Yngvi, hendad an Ynglingar, hag a renas e Sveden, e lec'h ma oa krouet e gerbenn gant Odin goude ma oa bet kinniget ar galloud dezhañ gant ar roue Gylfi ; Saeming erfin a renas Norvegia. Hervez an Edda, lidoù eñvor en o enor a zeuas da vezañ diwezhatoc'h ur c'hehelerezh pagan a reas doueed anezho.
Ar Gylfaginning
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Gylfaginning ("touellerezh Gylfi" en henislandeg)[5] a zeu goude ar raklavar. Un diviz eo etre ar roue Gylfi ha tri "den". Displegañ a ra krouidigezh ha distruj bed an doueed c'herman, ha kalz lodennoù all eus mitologiezh an norzh. Skrivet eo e komz-plaen mesket gant pennadoù barzhoniezh skaldek, en o zouez danvez pennaouet en Edda e gwerzennoù.
Ren a rae Gylfi war Sveden. un devezh e profas d'ur rederez-bro he doa diduet anezhañ ul lodenn eus e rouantelezh, ken bras hag ar pezh a c'hallfe pevar ejen arat en un devezh hag un nozvezh. Ar rederez-bro-se avat a oa un Ase anezhi, Gefjon hec'h anv. Al loened a implijjas da arat a oa e gwirionez bugale he doa bet gant ur ramz. Arat a rejont kement ha ken bihan ma tistagas ul lodenn eus an douar, da sevel Enez Seeland. Souezhet gant galloud an Aesyr, Gylfi en em c'houlennas ma ne zeue ket eus an doueed a azeulent. Kemer a reas neuze penn an hent da vont da Asgard. Pa erruas eno e tizoloas ur palez bras-meurbet, ar Valhalla. Kejañ a reas ivez gant mistri al lec'h : "Uhel", "Ken-Uhel" ha "Trede". Gylfi a c'houlennatas anezhe diwar-benn o doueed. E diwezh an diviz e klevas un trouz bras ha pa sellas en-dro dezhañ e oa dianadet ar palez : touellet e oa bet.
Da respont ouzh goulennoù ar roue e tanevell e ostizien da gentañ orin ar bed, ganedigezh an doueed kentañ hag anatadur an den. Anv zo war-lerc'h eus an onnenn Yggdrasil, eus an eienenn Mimir hag eus an Norned. Kinnig a reont goude an doueed : Odin, Loki hag e dri euzhvil a vugale (Fenrir, Naer Midgard ha Hel), an doueezed hag ar Valkiriezed. Da c'houde e taolennont ar Valhalla hag an Einherjar. Danevell a reont orin ar marc'h Sleipnir ha savidigezh Asgard. Gylfi a c'houlenn neuze ha kavet en deus Thor kreñvoc'h evitañ biskoazh ha daoust ma tisplij dezhe e reont anv eus e veaj ti Útgardaloki. Komz a reont war-lerc'h eus an digoll kemeret gant Thor war naer Midgard e -pad e veaj ti Hymir. A-c'houdevezh e tanevellont marv Baldr, kastiz Loki hag ar Ragnarok heuliet gant ganedigezh ur bed nevez.
Ar Skaldskaparmal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Skaldskaparmal ("Yezh ar varzhoniezh" en henislandeg[6]) eo trede kevrenn an Edda e komz-plaen, anezhañ un diviz etre Aegir, un doue liammet ouzh ar mor, kinniget amañ evel un hudour, ha Bragi, un doue skaldek, e-doug ur banvez aozet gant an Aesir en enor d'an hini kentañ. Kaoz zo eus mitologiezh an norzh hag eus naoutur ar varzhoniezh a bep eil. Meneget eo orin ha niver ar c'henningar ha Bragi a ro neuze ur roll reizhiadek eus ar c'henningar, evit tud disheñvel, lec'hioù, ha traoù, hag eus an heiti. Kalz danevelloù hag un nebeud barzhonegoù skaldek diwar-benn an doueed a dalvez da ziplegañ orin pep hini
Lod eus an istorioù a den d'ar vitologiezh : skrapadenn Idun gant Thjazi, ha penaos e choazas Skadi da gemer Njörd da bried, orin ha laeroñsi mez ar varzhoniezh, emgannoù Thor a-enep ar ramzed Hrungnir ha Geirröd peotramant krouidigezh traezoù prizius an doueed. Lod all a denn da vuhez harozed ha rouanez ar mojennoù : danevell a ra Snorri holl istor Siegfried hag ar Völsungar. Komz a ra ivez eus ar rouanez Frodi ha Hrolf kraki, hag eus Hjadningavíg.
Ar c'henningar a gaver er Skáldskaparmál zo amprestet digant skalded kozh. A-wezhioù, Snorri a ra muioc'h evit menegiñ ur c'henning, hag e tanevell arroudennoù barzhonegoù hir da zisplegañ anezhe : Haustlöng Thjódólf, Thórsdrápa Eilíf Godrúnarson ha Ragnarsdrápa Bragi Boddason zo adskrivet. Kavout a reer ivez er Skáldskaparmál ur varzhoneg a vez sellet outi evel ul lodenn eus an 'Edda e gwerzennoù daoust ma ne gaver ket anezhañ er C'hodex Regius : ar Gróttasöngr. Er Skáldskaparmál e kaver ivez ur roll heiti. E lodenn ziwezhañ zo skrivet dindan stumm un thulur (roll anvioù ha heitioù e gwerzennoù oc'h ober gant doareoù mnemoteknek). Kinniget eo evel se an doareoù disheñvel da envel an doueed, ar ramzed, ar wazed hag ar maouezed, an emgannoù hag an armoù, ha nerzhioù an natur.
An Háttatal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Háttatal ("Roll ar mentadoù gwerzaouiñ"[7]) eo lodenn ziwezhañ an Edda e komz-plaen, savet gant Snorri Sturluson, a dra sur. Ur varzhoneg eo, savet en enor d'ar roue Hakon ha d'ar jarl Skuli. Ma'z eo kustum a-walc'h ar stumm - meuliñ a ra klod, kalonegezh ha brokusted an daou zen - ez eo divoaz stumm e 102 poz a ro skouerioù eus pep hini eus ar c'hant mentad disheñvel a c'hall bezañ implijet gant ar Skalded. Heuliet eo pep hini gant un evezhiadenn diwar-benn ar stil, ar pezh a ra eus al lodenn-se eus an Edda un dornlevr mentadoù skaldek
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Faulkes (1995:XI).
- ↑ Byock (2006:IX).
- ↑ Grape, Kallstenius, Thorell (1977:I).
- ↑ 4,0 ha4,1 Byock (2006:XII).
- ↑ Faulkes (1995:7).
- ↑ Faulkes (1995:59).
- ↑ Faulkes (1995:165).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Byock, Jesse (Trans.) (2006). The Prose Edda. Penguin Classics. ISBN 0-14-044755-5
- Faulkes, Anthony (Trans.) (1995). Edda. Everyman. ISBN 0-460-87616-3
- Grape, Anders. Kallstenius, Gotfried. Thorell, Olof (Trans.) (1977). Snorre Sturlusons Edda: Uppsala-Handskriften DH II, vol. II. Uppsala.