Berserker

Eus Wikipedia

Ur berserker, pe berserk, a oa ur brezelour viking a en em ganne en un doare fulor ruz, hervez skridoù koshañ lennegezh norsek Island. En em gannañ a raent hep harnez, gwisket gant krec'hin loened hepken, ma tispleger a-wechoù e talv an anv kement ha "gwisket gant ur roched arzh" (arzh a zo "ber" e norseg), met krec'hin bleidi (Ulfhednar) a zo testeniekaet meur a wech.