Mont d’an endalc’had

Onn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Onnenn)
Onn
Fraxinus
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Iskevrennad : Asteridae
Urzhad : Scrophulariales
Kerentiad : Oleaceae
Genad : Fraxinus
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An onn eo ar gwez eus ar genad Fraxinus, e kerentiad an Oleaceae. Un tri-ugent spesad onn a zo, hag a gaver dre vras er c'hoadegoù kerreizh.

An onn zo gwez deliaouek dibourc'hidik hag a c'hell kreskiñ betek 30 m uhelder ha bevañ etre 150 ha 200 vloaz. Onneg a reer eus ur c'hoad onn.

An onn o deus delioù liezek amparstuc'hiek (niver ampar a stuc'hennoù pe a zeliennouigoù). O frouezh, sec'h, a ya d'ober krapadoù samaroù simpl lesanvet "teodoù evn" er vro.

An onn bleuñv zo gwez-liorzh bihan (etre 6 ha 10 m uhelder) hag o deus tañvouezennadoù frondus-kenañ.

Ar prenn onn zo kalet hag implijet e vez d'ober troadoù binvioù hag ivez gwaregoù, skioù, roeñvoù, palikedoù tennis, ... rak hebleg eo. Implijet e vez ar prenn-se ivez gant ar ebenourien, ar venuzerien hag evit oberiañ kantoù formaj-laezh.

An delioù a vez implijet da voueta ar chatel.

An delioù onn zo vitamin C enno, mont a reont d'ober tizanoù, en o zouez hini an "den kant-vloaz" evel ma lavarer.

O delioù hag o frouezh zo efedus a-enep an droug-kenvelloù hag ar c'hlenvedoù evel an urloù. Brudet e oa ar sev hag an delioù da argas an naeron ha da bareañ o flemmoù. O rusk zo mat a-enep an derzhienn.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger onn er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.