Ed Sheeran

Eus Wikipedia
Ed Sheeran
.
Ed Sheeran, luc'hskeudennet
e Sydney (Aostralia)
e miz C'hwevrer 2013

Anv Edward Christopher Sheeran
Ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1991
e Halifax - Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Micher(ioù) Kaner
Doare(où) sonerezh pop, sonerezh rock, sonerezh folk, sonerezh hip-hop
Benveg(où) Gitar
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ed Sheeran (/ɛd ˈʃɪəɹən/; bet ganet Edward Christopher Sheeran, d'ar 17 a viz C'hwevrer 1991 e Halifax, Kornôg Yorkshire), a zo ur c'haner-sonaozer saoz. Kanañ a ra sonerezhioù pop, rock, folk, hip-hop[1]. Kroget en deus e red-micher e 2004-2005 gant The Orange Room. Ouzhpenn 85 million a skouerennoù en deus gwerzhet abaoe ar mare-se (muioc'h eget 33,7 million albom[2] hag ouzhpenn 51 759 000 kanaouenn[3] er bloavezhioù 2010), hervez Mediatraffic. Kenlabouret en deus gant meur a arzourien : Taylor Swift, Eminem, Beyoncé, Andréa Bocelli, Bruno Mars, Justin Bieber hag all.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orined[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A orin eus Iwerzhon eo an hini gant e zud-kozh a-berzh tad.

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E anv wir eo Edward Christopher Sheeran. Ganet e oa bet an hini e Halifax (Kornôg Yorkshire, Bro-Saoz)[4],[5]. Chomet en deus ar familh Sheeran e Hebden Bridge e Framlingham (Suffolk).

E red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Raktresoù kentañ (2004-2013)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The A Team, deuet er bloavezh 2011, a zo single kentañ ar c'haner. Ar ganaouenn a sonerezh folk en deus bet sonaozet gant an hini[6].

Kanaouenn I see Fire eus sonerezh ar film The Hobbit: The Desolation of Smaug zo skrivet ha kanet e 2013 gant Ed Sheeran[7].

Albom studio trede ha kenlabourioù nevez (abaoe 2017)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant daou ganouenn (Castle on the Hill ha Shape of You) a grog ar bloavezh 2017 evit Ed Sheeran. Niverenn 1 war marc'had bedel gant 727 000 unanenn er c'hentañ sizhunvezh eo an eil titl[8]. An albom ÷ dont d'an 3 a viz Meurzh. 1 789 000 unanenn a zo gwerzhet er c'hentañ sizhunvezh[9]. Enrollet int ar ganaouennoù all. Awenet gant orined Iwerzhon ar c'haner int daou ar re-se, Galway Girl ha Nancy Mulligan[10]. Galway Girl zo ur single, pas an eil titl. Ar c'haner en deus enrollet unan eus berzh e dibenn ar bloaz 2017, Perfect kanet e-unan, gant Beyoncé pe Andrea Bocelli. Ar pevar single zo e-barzh renkadur bloavezhiek (40). Kanaouenn muioc'h gwerzhet er bloavezh gant ouzhpenn 16,1 million a skouerennoù (streaming ivez) eo Shape of You[11]. Muioc'h gwerzhet ivez eo an albom gant ouzhpenn 9,6 million a skouerennoù[12]. Ouzhpenn 40 million unanenn en deus gwerzhet Ed Sheeran ar bloavezh-mañ.

Ar bloaz war-lerc'h en deus enrollet Ed Sheeran unan single hepken. Happier eo. N'emañ ket ar ganaouenn-se e-barzh renkadur ar bloaz, met tri gant Ed Sheeran emaint. Perfect a zo niverenn 1 gant 8 498 000 unanenn. Ar wech eilañ eo ur ganaouenn ar c'haner a zo niverenn unan er renkadur bedel. En niverennoù 27 ha 38 int Shape of You ha River (gant Eminem)[13]. Niverennoù 4 ha 34 int albomoù ÷ ha x[14].

Un albom gant meur a genlabourioù, No.6 Collaborations Project, en deus bet enrollet er bloavezh 2019. Muioc'h a ganouennoù en deus enrollet an arzour. 4 ha 14 int I don't care gant Justin Bieber (9 million a skouerennoù) ha Beautiful people gant Khalid (5 million)[15]. An albom deuet er-maez ar bloavezh-mañ zo niverenn 8 gant 2 692 000 unanenn. Hag an hini enrollet e 2017 zo niverenn 12[16].

Pladennoù[17][kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Albom Renkadur[18] Unanennoù Testeniekadur
Izelvroioù]]
2011 + 1 12 1 9 5 1 8 11 5 2 1
  • Bed : 4 000 000[19]
  • Rouantelezh Unanet : 2 400 000[20]
  • SUA : 1 210 000[21]

Singles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20170423053332/http://www.coveralia.com/biografias/Ed-Sheeran.php (es), aozer: ripley
  2. http://www.mediatraffic.de/2010-2019-album-chart.htm
  3. http://www.mediatraffic.de/2010-2019-track-chart.htm
  4. https://www.hebdenbridgetimes.co.uk/whats-on/entertainment/halifax-born-singer-ed-sheeran-wins-top-award-1-7001208
  5. https://www.allmusic.com/artist/ed-sheeran-mn0002639628/biography
  6. https://www.discogs.com/Ed-Sheeran-The-A-Team/master/362678
  7. https://www.discogs.com/Howard-Shore-The-Hobbit-The-Desolation-Of-Smaug-Original-Motion-Picture-Soundtrack/release/5580316
  8. http://www.mediatraffic.de/tracks-week03-2017.htm
  9. http://www.mediatraffic.de/albums-week11-2017.htm
  10. http://www.chartsinfrance.net/Ed-Sheeran/news-103809.html
  11. http://www.mediatraffic.de/tracks-2017.htm
  12. http://www.mediatraffic.de/albums-2017.htm
  13. (en) TRACKS COUNTDOWN 2018 - Renkadur sonerezh ar bed (yezh 2018), e lec'hienn http://www.mediatraffic.de/tracks-2018.htm
  14. http://www.mediatraffic.de/albums-2018.htm
  15. http://www.mediatraffic.de/tracks-2019.htm
  16. http://www.mediatraffic.de/albums-2019.htm
  17. (es) caratulas de Ed Sheeran el lec'hienn coveralia
  18. https://lescharts.com/showitem.asp?interpret=Ed+Sheeran&titel=%2B&cat=a
  19. https://www.forbes.com/sites/markbeech/2017/01/08/ed-sheeran-heads-for-top-chart-places-after-only-two-days/#180bc80a6ac8
  20. https://www.officialcharts.com/chart-news/the-incredible-numbers-behind-ed-sheerans-first-two-albums-revealed__18340/
  21. https://www.billboard.com/articles/columns/chart-beat/7752423/ed-sheeran-divide-half-million-sales-billboard-200
  22. Testeniekadurioù - albomoù Ed Sheeran e Rouantelez-Unanet, e lec'hienn https://www.bpi.co.uk/brit-certified/. Skrivit "Ed Sheeran" war Search BPI Awards.
  23. (De) GOLD-/PLATIN-DATENBANK. Testeniekadurioù -pladennoù Ed Sheeran. E lec'hienn : https://www.musikindustrie.de/markt-bestseller/gold-/platin-und-diamond-auszeichnung/datenbank/?action=suche&strTitel=&strInterpret=Ed+Sheeran&strTtArt=alle&strAwards=checked
  24. (en) ARIA Charts - Accreditations - 2016 Albums. Testeniekadurioù albomoù e 2016 en Aostralia. E lec'hienn :http://www.aria.com.au/pages/httpwww.aria.com.aupagesAlbumAccreds2016.htm
  25. http://ifpi.dk/guld-platin
  26. (Sv) Testeniekadurioù - Pladennoù Ed Sheeran. E lec'hienn : https://www.sverigetopplistan.se/search?query=Ed%20Sheeran. Skrivit "Ed Sheeran" war Sök.