Abostol
Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus an henc'hresianeg απόστολος, apostolos "kannad", "misioner") daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist a-douez e ziskibled da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.
En Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.
An daouzek abostol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Andrev, breur Pêr
- Bertelame
- Fulup
- Jakez, mab Zebede, anvet Jakez an Henañ,
- Jakez, mab Alfe, anvet Jakez ar Yaouer, kenderv da Jezuz
- Matiaz
- Mazhe, ar publikan
- Natanael, roet e anv gant Yann an Avielour ha kontet da vezañ Bertelame
- Pêr a oa anvet Simon da gentañ. Lesanvet e oa bet "Kefaz" gant Jezuz.
- Simon ar C'hananead pe Simon ar Zelot
- Tomaz an Diskredik, anvet ivez Didim (Gevell)
- Yann, mab Zebede
- Yud, anvet ivez Tadde
- Judaz Iskariot.
Hervez Mazhe e roas Jezuz-Krist an anv arameek Boanerges ("Mibien ar C'hurun") da Jakez mab Zebede ha d'e vreur Yann.
Gant an impalaer roman Kustentin Iañ e voe urzhiet e vije kaset archedoù an daouzek abostol da Gergustentin. Lakaet e voent e-kreiz Iliz an Ebestel-Santel, ma c'houlennas Kustentin bezañ beziet e 337.