Jakez, mab Zebede (abostol)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Jakez an Henañ, hervez Albrecht Dürer e 1516
Sant Jakez an Henañ, hervez Rembrandt e 1661

Jakez an Henañ pe ar C'hoshañ , zo unan eus an daouzek abostol o deus heuliet Jezuz Krist, ha « Jakez, mab Zebede » ( Yaakov Ben-Zebdi/Bar-Zebdi), a vez graet anezhañ en Testamant Nevez. Mab eo da Zebede eta ha da Mari Salome.

Breur henañ an abostol Yann eo, ha Jakez an Henañ, pe ar C'hoshañ a vez lavaret anezhañ abalamour da se, hag evit lakaat kemm etre eñ hag an abostol all « Jakez mab Alfe ». Eus Jakez hag e vreur Yann e vez graet ar Boanerges anezhe o-daou er Bibl, da lavaret eo « Mibien ar gurun » (Mazhev IV:21-22).

E-touez ar re gentañ eus an Ebestel e oa, hag unan eus ar re dostañ da Jezuz. Gant Pêr ha Yann e oa er mareoù a-bouez, da vare an treuzneuziañ war Menez an Olivez ha da goulz e varv.


Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolik.


Jakez ha Santiago[kemmañ]

Santiago a-enep an Islam[kemmañ]

Delwennig da Santiago Matamoros en Carrión de los Condes.

Gant ar roue Alfonso hag e warlerc'hidi e voe troet an abostol da arouez er brezel a-enep an islam, evel-se eo ganet mojenn ar Santiago Matamoros, Sant Jakez lazher Mored, a veze brudet a-hed Hent Sant Jakez.

Er bloaz 859 e lavaras ar roue Ordoño Iañ Asturiez e oa bet trec'h war ar Vored en Emgann Clavijo abalamour m'en doa gwelet Santiago Matamoros.

Levrlennadur[kemmañ]

Voir aussi[kemmañ]



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.