Dôn
Dôn eo mamm an doueed e mojennoù Kembre, ma'z eo anavezet evel mamm (pe tad) un niver bras a vugale, anvet "Bugale Dôn"[1].
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar wrizienn henindezeuropek °dānu "glizh, dourenn, stêr" eo orin an anvioù keltiek Danu ha Dôn, ha hini anvioù meur a stêr en Europa : Danav, Daugava, Dnipro, Dnister, Don, Dzisna (e Lituania ha Belarus) o vezañ ar re vrudetañ.
Reizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pezh a zo deuet betek ennomp eus lennegezh kozh Kembre ne gont ket ha tad pe mamm e oa d'ar vugale-mañ :
|
|
Ar skolveuriad kembreat John Rhys avat a lakaas Dôn da wregel, par d'an doueez iwerzhonat Danu, a zo mamm an Tuatha Dé Danann.[2] Ar braz eus ar ouizieien a savas a-du gantañ met klouaroc'h e voe an arbennigour war ar Mabinogi William J. Gruffydd (1981-1954) en e arnodskrid Math vab Mathonwy e 1928[3].
E pevare skourr ar Mabinogi, anvet Math fab Mathonwy end-eeun, ez eo Arianrhod, Gilfaethwy ha Gwydion bugale da c'hoar Math, ar pezh a laka Dôn da c'hoar Math ha merc'h Mathonwy.
"Merc'h Beli" a vez graet eus Arianrhod e Trioedd Ynys Prydein ; alese e lakaas J. Rhys e oa Dôn pried Beli Mawr,[4] ar pezh ne dalvez ket avat ez eo Dôn mamm da holl vugale Beli, pe ez eo Beli tad da holl vugale Dôn.
Er Grennamzer e soñje d'ar ouizieien e oa Dôn ur gwaz mab da Gonwy, Don ap Conwy en ul listenn eus bugale Don e 118vet dornskrid Peniarth[5]. ; ar stumm Don ap Conwy a c'hellfe dont eus ar werzenn Gwdion fab Don ar Gonwy
a lenner en ur varzhoneg en dastumad Barddoniaeth a vez lakaet war anv Dafydd ap Gwilym.
E Levr Ruz Talgarth (dornskrid Llansteffan 27) e kaver Don ap Dygyn ferthyr o Arfon[6]. ; an "Dygyn ferther"-se a c'hellfe bezañ un distresadur eus ur werzenn e Levr Taliesin, Gwydyon ap Don dygynuertheu
.
E Culhwch ac Olwen ez eo Dôn mamm da Amaethon ivez.
Gwezenn lignez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mathonwy | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Dôn | Math fab Mathonwy | Goewin | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Gwydion | Gilfaethwy | Arianrhod | Gofannon | Amaethon | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Dylan ail Don | Lleu Llaw Gyffes | Blodeuwedd | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llys Dôn ("Lez Dôn") eo anv kembraek ar steredeg Cassiopeia.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maier,Bernhard (1994). Dictionary of Celtic Religion and Culture. Martlesham : The Boydell Press, 2000 (ISBN 978-0-85115-660-6)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'A Welsh Classical Dictionary – National Library of Wales. Kavet : 12 Genver 2022.
- ↑ (en) Rhys, John. Lectures on the origin and growth of religion as illustrated by Celtic heathendom. London : William & Norgate, 1888, pp. 89-92
- ↑ (en) Enkargañ Math vab Mathonwy
- ↑ J. Rhys 1888, p. 90.
- ↑ (cy) (en) Llyfrgell Genedlaethol Cymru / The National Library of Wales
- ↑ (cy) (en) LGC / NLW