Dita Parlo
Dita Parlo, bet ganet Grethe Gerda Kornstädt d'ar 4 a viz Gwengolo 1908 e Stettin (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an 12 a viz Kerzu 1971[1] e Courbevoie (Hauts-de-Seine a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktourez sinema alaman.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizoloet e voe Dita Parlo gant an den a sinema alaman Erich Pommer tra ma oa-hi o teskiñ e Skol arz ar c'hoariva an Universum Film AG (pe UFA c'hoazh). Dont a reas da vezañ un aktourez vrudet da vare Republik Weimar, anavezet-mat he fennad-blev melen.
Ne reas ket berzh en Hollywood pa glaskas kendelc'her gant he micher er Stadoù-Unanet Amerika ha, da c'houde, ret e voe dezhi klask repu e Bro-C'hall da dec'hel diouzh an Nazied. Eno e talc'has he ferzhioù brudetañ, e L'Atalante (Jean Vigo) ha La Grande Illusion (Jean Renoir) peurgetket.
Pa darzhas an Eil Brezel-bed e voe berzet outi ober he micher e Bro-C'hall en abeg d'he broadelezh alaman. Bac'het e voe ha diaes he buhez betek 1949 pa voe didamallet da vat eus hec'h obererezhioù e-pad ar brezel. E 1949 eo ivez ec'h euredas d'ar pastor Franck Gueutal he devoa kejet gantañ pa oa-hi bac'het.
Siwazh dezhi en devoa kendalc'het ar sinema da vont war-raok, hepti, ha ne gemeras ket perzh nemet e daou film diwar neuze.
He filmoù er sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1920-1929 : seizh film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1928 :
- Heimkehr, sevenet gant Joe May,
- Die Dame mit der Maske gant Wilhelm Thiele,
- Geheimnisse des Orients gant Alexandre Volkoff,
- Ungarische Rhapsodie gant Hanns Schwarz.
- 1929 :
- I bora gant Dimitris Gaziadis,
- Manolescu - Der König der Hochstapler gant Viktor Tourjansky,
- Melodie des Herzens gant Hanns Schwarz (eil film a-gevret).
1930-1939 : ugent film (seizh warn-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1930 :
- Au bonheur des dames, sevenet gant Julien Duvivier,
- Tänzerinnen für Süd-Amerika gesucht gant Jaap Speyer.
- 1931 :
- Kismet gant Wilhelm Dieterle,
- Die heilige Flamme gant Wilhelm Dieterle (eil film a-gevret) ha Berthold Viertel,
- Tropennächte gant Léo Mittler,
- Wir schalten um auf Hollywood gant Franck Reichter,
- Menschen hinter Gittern gant Pál Fejös,
- Honor of the Family gant Lloyd Bacon.
- 1933 : Mr. Broadway gant Edgar G. Ulmer ha Johnny Walker.
- 1934 :
- L'Atalante gant Jean Vigo,
- Rapt gant Dimitri Kirsanoff.
- 1937 :
- La Grande Illusion gant Jean Renoir,
- Mademoiselle Docteur gant G.W. Pabst,
- L'Affaire du courrier de Lyon gant Claude Autant-Lara ha Maurice Lehmann,
- Under Secret Orders) gant Edmond T. Gréville (doare saoznek Mademoiselle Docteur).
- 1938 :
- La signora di Montecarlo gant André Berthomieu ha Mario Soldati,
- La Rue sans joie gant André Hugon,
- Ultimatum gant Robert Wiene ha Robert Siodmak,
- Paix sur le Rhin gant Jean Choux.
- 1939 : L'Inconnue de Monte-Carlo gant Berthomieu.
1940-1949 : ur film (eizh warn-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1940 : L'Or du Cristobal, sevenet gant Jacques Becker ha Jean Stelli.
1950-1959 : ur film (nav warn-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1950 : Justice est faite, sevenet gant André Cayatte.
1960-1969 : ur film (tregont en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1965 : La Dame de pique, sevenet gant Léonard Keigel.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Douaret eo e bered protestant Montécheroux (Doubs, Bro-C'hall).