Great Railroad Strike (1877)

Eus Wikipedia
Great Railroad Strike
harz-labour
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad1877 Kemmañ
Golo Harper's Weekly an 11 a viz Eost 1877

Great Railroad Strike ("Harz-labour Meur an Hent-houarn") 1877, anvet a-wechoù The Great Upheaval ("ar Stroñsadenn Veur"), a reer er Stadoù-Unanet eus harzoù-labour ramzel gant labourerien an trenioù a oa bet flastret en un doare feuls ha garv.
Kroget e oa d'ar 14 a viz Gouhere 1877 e Martinsburg, West Virginia, pa voe diskennet goproù izel labourerien an embregerezh Baltimore & Ohio Railroad (B&O) evit an trede gwech er memes bloavezh. An harzoù-labour a voe flastret 45 devezh war-lerc'h gant lu SUA harpet gant bezenoù ar Stadoù.

En abeg da gudennoù armerzhel o vont war fallaat ha da zigresk ar goproù evit labourerien an hentoù-houarn, labourerien e meur a gêr e Stadoù New York, Pennsylvania ha Maryland, betek Illinois ha Missouri, a grogas gant un harz-labour. Tro-dro da gant den a voe lazhet er vro. E Martinsburg, Pittsburgh, Philadelphia ha kêrioù all, al labourerien o devoa devet ha distrujet trenioù, labouradegoù ha mirlec'hioù an hentoù-houarn. Ar boblañs a soñje dezhi e oa ar stourmoù o vont da zegas galloud nevez e doare Kumun Pariz 1871. En amzer-se, al labourerien ne vezent ket difennet gant aozadurioù micherel (unvaniezhioù, sindikadoù). Pennoù ar c'hêrioù, gouarnamantoù ar Stadoù o devoa aozet bezenoù a roas harp gant an National Guard, nerzhioù al lu kevredadel ha bezenoù prevez an embregerezhioù hentoù-houarn. An holl nerzhioù-se a roas lamm d'an emsavadegoù dre vont betek implijout kanolioù ha mindrailerezhioù Gatling. Ul lod eus an nerzhioù savet da vougañ an emsavadegoù a oa bet o reiñ harp d'an harz-labourerien. Echuet e oa bet e miz Eost an harz-labour dre bezañ flastret gant nerzhioù lu[1]. Ur 100 bennak a dud a oa bet lazhet d'an nebeutañ[2]

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Gatling Gun

Al labourerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al labourerien a veze lesanvet mobs ("torfedourien") pe komunourien[3]

An nerzhioù enep harzoù-labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz a oa eus "Red scare", aon rak ar gomunouriezh, gant pennoù bras al luskad enebet ouzh al labourerien :

By the light of flames at Pittsburg, we may see approaching a terrible trial for free institutions in this country. The Communist is here. – W. M. Grosvenor, 1877

Evit lakaat prezidant Stadoù-Unanet Amerika da gas al lu evit flastrañ da vat an emsavadegoù e voe pouezet warnañ gant meur a zen hag a lavare e oa ur reveulzi komunour o tiwanañ er vro.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Defining the “Mob”: Depictions of the Great Strike of 1877 and America’s First Red Scare, gant Benjamin Schneider, tezenn, Cornell University, 2014.
  • (fr) Grève et violence de classe aux Etats-Unis en 1877, pennad kazetenniñ gant Marianne Debouzy, kazetenn Le Mouvement social, Éditions l'Atelier, 1978.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]