Satir : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: pt:Sátiro; Kemm dister |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: pl:Satyrowie |
||
Linenn 57: | Linenn 57: | ||
[[nn:Satyr]] |
[[nn:Satyr]] |
||
[[no:Satyr]] |
[[no:Satyr]] |
||
[[pl: |
[[pl:Satyrowie]] |
||
[[pt:Sátiro]] |
[[pt:Sátiro]] |
||
[[ro:Satir]] |
[[ro:Satir]] |
Stumm eus an 12 Her 2010 da 04:12
.
Ur satir (σάτυρος / sáturos e gregach, satyrus en latin) zo ur boud dreistnatur eus mojennoù Hellaz kozh, arouez nerzh an Natur. Diskouezet e vezont gant kerniel ha treid givri, hag ul lost hir dezho.
Mojennoù
Gwazed yaouank int, dremmen ha korfoù tud dezho, ha divskouarn kezeg. A-wechoù e vez faziet gant lod hag a vesk satired ha faoned, hag a liv satired gant korfoù hanter-tud hanter-bouc'hed, gant divskouarn a-bik, kerniel ouzh o fenn, blev hir ken-ha-ken, ur fri togn, ul lost gavr, hag un ibil sonn dalc'hlmat.
Gant ar menadezed e vezont e lidambroug an doue Dionysos, hag a-wechoù gant an doue Pan. Krec'hin loened a vez dindane alies, ha dreist-holl pantera, loen arouez Dionysos.
Alies e vezont gwelet o tañsal gant nimfezed, ur c'hibad gante en un dorn dezho. Ar satired kozh a vez graet silened anezho, hervez Seilenos, kelenner Dionisos, ha brudet int da vezañ vil da spontañ.
Ster a-vremañ
Ne oa ket a-walc'h teurel ar bec'h e gaou war ar satir abalamour ma vije ul loen ludik , ret e oa ober an anv-se ouzh gwazed prest dalc'hmat da sailhat war gement feumeulenn o tremen war-hed-taol, pe sorc'hennet gant c'hoari daou ouzh merc'hedigoù, pe gant dispakañ o feadra d'ar maouezed, pe o kuzhat da sellout ouzh ar gwragez o tiwiskañ.
Aes eo fallvrudañ ar satired, ha lakaat war o chouk sioù ha torfedoù an dud, pa n'emaint ket amañ evit en em zifenn.