Diforc'hioù etre adstummoù "Hadean"

Aller à la navigation Aller à la recherche
29 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
D
D (Robot ouzhpennet: simple:Hadean)
{{Hadeeg}}
 
[[Rummad:Hadeeg]]
[[Rummad:Skeuliad an amzerioù douarouriezh]]
 
An Hadean zo an [[eon (douarouriezh)|eon]] douaroniel zo a-raok an [[Arkean]]. En em astenn a ra eus furmadur an [[Douar]] betek 3.800 milion a vloavezhioù zo, daoust ma c'hell kemm an amzeriadoù hervez an andonou. E anv a denn eus doue gresian an ifern : [[Hades]]. An douarour [[Preston Cloud]] eo a ijinas ar ger e [[1972]] da envel an amzer a-raok ar reier koshañ anavezet. An hevelep maread a anve W. B. Harland ''Priscoan''. E skridoù douaronel e lare '''Pre-Archaean''', dreist-holl pe, e-pad un darn vras eus an XIX{{vet}} hag an XX{{vet}} kantved, an '''Azoeg'''.
 
== Reier Hadean ==
 
E-pad an dekvloaziadoù diwezhañ eus an XX{{vet}} kantved e kavas an douarourien un nebeut reier furmet en Hadean. E [[Groenland]], gwalarn [[Kanada]] ha kornôg [[Aostralia]] emaint. Ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a zo anezho gouelezennoù, dezhe 3.800 milion a vloavezhioù e Groenland (ar [[Gouriz a vein glaz eus Isua]]).[[kristal]]ennoù [[zirkon]] kavet e gouelezennoù Bro-Ganada ar c'hornôg hag e rannvro ar [[Jack Hills]] en Aostralia zo kalz koshoc'h. Ar zirkon koshañ a furmas 4.400 a vloavezhioù zo, un mare tost tre ouzh hini furmidigezh an Douar.
E-pad an Hadean e c'hoarvezas ar [[reuziad ar vombezadeg vras|vombezadeg vras]].
 
== Darvoudoù pennañ ==
 
E-pad an Hadean eo e furmas an Douar.
 
=== Furmidigezh an Douar ===
 
Treuzfurmadur an nivlenn gentidik en ur c'hoskoriad klok a endalc'h ar maread-se
 
* 4 550 milion bloaz'zo e krogas an nivlenn da deuziñ dindan levezon ur [[supernova]] dost, moarvat.
* Dre stad "Boullig Bok"" e tremen an deuzadeg. Furm un disk ur volzenn en e greiz a gemer an nivlenn; Enni emañ darn vrasañ tolz an nivlenn orin. Eus [[hidrogen]] eo kenaozet dreist holl.
* Ar gwrezder e kreizenn an nivlenn a dizh ar poent ma krog reaksionoù termonukleel. Distignañ a reont un oberiantiz heoliek greñv a bado e-pad un milion bloaz bennak. Kalz materi a zo strinket kuit eus ar steredenn didan furm daou flistroù a-serzh gant plaen an disk, stad an danvezioù Herbig Haro
* An elfennadoù skañv a zo c'hwezhet pell eus an [[Heol]]. Disrannet eo [[koskoriad an Heol]] etre un darn ziabarzh, pinvidik en elfennadoù pounner evel an [[houarn]] hag un darn ziavaez a vir an holl elfennadoù skañv.
* En em furmiñ a ra [[Yaou (planedenn)|Yaou]] er-maez an c'helc'hiad pinvidik en elfennadoù pounner. Fourgasiñ a ra ar planedenn gentañ-se an disk rak-planedennek.
* E-pad ar prantad Herbig Haro en em dolp kalz poultrennoù e-barzh an nivlenn. Touezañ a reont da furmiñ [[planedennig]]où.
* Ar planedennigoù a douez da furmiñ eizh planedenn [[koskoriad an Heol]]. O stokadoù a c'han al [[Loar]], skrapañ a reont krestenenn [[Merc'her (planedenn)|Merc'her]] ha kemm a reont tu-troiñ [[Gwener (planedenn)|Gwener]]. Un niver vras a vein-kurun a chom, avat. Gant gravadur [[Yaou (planedenn)|Yaou]] eo fourgaset o c'helc'htro ha kouezhout a reont war ar planedennoù. Ar prantad-mañ, anvet ar ''[[bombezadeg vras|vomvezadeg vras]]'' a vado e-pad tout an eil hanter eus an Hadean.
 
=== Stabiladur an Douar ===
 
* 4.500 milion bloaz'zo e krog digoc'hadur an Douar. Aezh achapet eus ar reier pe kaset kuit gant ar menezioù-tan a furmas atmosferenn gentañ. Eus CO2, CO, N2, H2 et HCl e oa kenaozet dreist holl. Er c'hontroll d'ar pezh a greder gwechall ne oa ket kalz dour enni hag ur mister a chom orin ar meurvorioù. Posupl eo e voe dougenet o dour gant ar stered lostek. Fonnus e oa ar CO2 hag un [[efed ti-gwer]] bras a walc'h da gempouezañ gwander an [[Heol]] (80% eus e sked a-vremañ) a c'hanas. Gwask a atmosferenn a oa war-dro 200 [[bar]] ha zigreskas he zemperatur dindan 350° e krogas da c'hlaviñ. Ar glav-se eo a furmas ar meuvorioù kentañ war-dro 4.300 milion bloazh'zo.
 
* 4.400 milion bloazh'zo en em furmas kreizenn an Douar hag e grestenenn gentañ. Eus [[bazalt]] e oa kenaozet, war a seblant, evel krestenenn ar meurvorioù a-vremañ. Bombzadegoù mein-kurun a lakaas ar grestenen-se da deuziñ meur a-wech, avat, hag un darn vras anezhi a voe skrapet kuit er stokad a c'hanas al Loar. Ar greizenn en em furmas pa yeas an Douar da vras a-walc'h evit m' e lakaio da deuziñ an elfennoù skinoberiant a endalc'he. Ar metaloù pounner, an houarn an hini fonnusañ, a sankas war-du ar greizenn tra ma flode ar materi skañvoc'h evel ar [[silikad]]où.
 
* 4.300 milion bloazh'zo e aotre furmdigezh ar meurvorioù loc'hadur [[teknonik ar plakennoù]]. Muioc'h plakennoù eget hizi e oa, war a greder, rak finoc'h e oa ar grestenenn ha tommoc'h ar greizenn. D'en em zisheñveliñ an eil ouzh an eben e krogas ar plakennoù kevandirel ha meurvorel. Dindan levezon an dour en dreuzfurmas un darn eus ar bazalt e [[greunit]]. Diloaiañ a reas goueledennoù war ar goueled, ar pezh a grouas reier skañvoc'h eget ar bazalt. Ar re mañ a stummo ar c'hevandir kentañ.
 
== Atmosferenn ha meurvorioù ==
 
N'anvezer ket mat tre pegoulz e voe krouet ar meurvorioù kentañ met abred a-walc'h e voe, war a seblant. Zirkonoù Kanada ha Aostralia na c'hell bezañ bet furmet nemet en un endro douarel. Meurvorioù a oa neuze war an Douar 4.400 milion bloaz 'zo met ne dalvez ket an dra-se e oant-int hirbadus. Meur a wech e aezhennas anezho stokadoù gant mein-kurun moarvat.
 
 
== Sell ivez ouzh ==
[[Skeul amzervezhioù douarouriezhel]]
 
[[Rummad:Hadeeg]]
[[Rummad:Skeuliad an amzerioù douarouriezh]]
 
[[ca:Hadeà]]
[[da:Hadal]]
[[de:Hadaikum]]
[[el:Καταρχαιοζωικός αιώναςμεγααιώνας]]
[[en:Hadean]]
[[es:Eón Hadeico]]
59 970

modifications

Lañser merdeiñ