Galla Placidia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12: Linenn 12:

He bugaleaj a dremenas e lez Konstantinopolis. Goude marv he zad ez eas da-heul he breur Honorius, a oa da ren war [[Impalaeriezh roman ar c'hornog]], dindan evezh ar jeneral [[Stilico]], anvet da rejant. A-benn neuze n'edo ket an impalaerien o chom e Roma ken ; e Milano edo lez Honorius da gentañ, hag e [[ Ravenna]] adal 402.

Stilicon, evit kreñvaat e liammoù personel gant an tiegezh impalaerel, en devoa dimezet e verc'h Maria da Honorius en 399, hag a glaskas dimeziñ e vab Eucher, ur c'hrennard anezhañ, da Galla Placidia, met an eured-se ne voe ket graet.

E bloavezhioù kentañ ren Honorius, dindan Stilicon, e talas an impalaeriezh , en Italia, ouzh ar [[Vizigoted]] kaset gant [[Alarig Iañ]] : ar re-se a oa en em ziazezet abaoe 382 en [[Mesia]], evel pobl kevredet. Goude-se e teuas an [[Ostrogoted]], kaset gant [[ Radagaise]], a zeue eus bro an Huned , en hanternoz d'an [[Danav]].

Stumm eus an 29 Ebr 2021 da 06:15

Galla Placidia

Galla Placidia, pe Placidia, ganet e 390 e Kergustentin ha marvet d'ar 27 a viz Du 450 e Roma, a oa un impalaerez roman er Vvet kantved, merc'h e oa d'an impalaer Theodosius Iañ ha da Flavia Galla.

Dimezet e voe d'ar roue vizigot Ataulf, a voe lazhet e 415, ha goude da Gonstantius III, a renas etre C'hwevrer ha Gwengolo 421.

Bras e voe perzh Galla Placidia en aferioù an impalaeriezh etre 410 ha 440, pa oa ar galloud o wanaat.

He buhez

Merc'h e oa Galla Placidia d'an impalaer Theodosius Iañ, a renas etre 379 ha 395, ha da Flavia Galla, merc'h d'an impalaer Valentinianus Iañ. Hanterc'hoar e oa d'an impalaerien Arcadius hag Honorius, a renas o-daou adal 395, goude marv o zad.

He bugaleaj a dremenas e lez Konstantinopolis. Goude marv he zad ez eas da-heul he breur Honorius, a oa da ren war Impalaeriezh roman ar c'hornog, dindan evezh ar jeneral Stilico, anvet da rejant. A-benn neuze n'edo ket an impalaerien o chom e Roma ken ; e Milano edo lez Honorius da gentañ, hag e Ravenna adal 402.

Stilicon, evit kreñvaat e liammoù personel gant an tiegezh impalaerel, en devoa dimezet e verc'h Maria da Honorius en 399, hag a glaskas dimeziñ e vab Eucher, ur c'hrennard anezhañ, da Galla Placidia, met an eured-se ne voe ket graet.

E bloavezhioù kentañ ren Honorius, dindan Stilicon, e talas an impalaeriezh , en Italia, ouzh ar Vizigoted kaset gant Alarig Iañ : ar re-se a oa en em ziazezet abaoe 382 en Mesia, evel pobl kevredet. Goude-se e teuas an Ostrogoted, kaset gant Radagaise, a zeue eus bro an Huned , en hanternoz d'an Danav.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.