Tour-tan : diforc'h etre ar stummoù
Skeudennoù |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
{{LabourAChom}} |
{{LabourAChom}} |
||
[[Image:Phare de Saint Mathieu.jpg|thumb|300px|right|[[Tour-tan Beg Lokmazhe]] ([[Bro-Leon]])]] |
[[Image:Phare de Saint Mathieu.jpg|thumb|300px|right|[[Tour-tan Beg Lokmazhe]] ([[Bro-Leon]])]] |
||
Un '''tour-tan''' a zo ur sistem [[arouezadur war ar mor]] staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an [[aod|aodoù]] evit ma c'hellfe ar [[bag|bigi]] hag al [[lestr (war-neuñv)|listri]] gouzout e pelec'h emañ an [[dañjer]] |
Un '''tour-tan''' a zo ur sistem [[arouezadur war ar mor]] staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an [[aod|aodoù]] evit ma c'hellfe ar [[bag|bigi]] hag al [[lestr (war-neuñv)|listri]] gouzout e pelec'h emañ an [[dañjer]]: ([[karreg|kerreg]], [[bazenn|bazinier]]) pe e pelec'h emañ ar [[porzh_(bagoù)|porzhioù]].<br/> |
||
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al [[lestr (war-neuñv)|listri]] modern, pa implijont [[lec'hiadur|sistemoù lec'hiadur]] nevez dre [[skingomz]], dre [[sonar]] ha dre [[loarell|loarelloù]]. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed. |
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al [[lestr (war-neuñv)|listri]] modern, pa implijont [[lec'hiadur|sistemoù lec'hiadur]] nevez dre [[skingomz]], dre [[sonar]] ha dre [[loarell|loarelloù]]. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken. |
||
===An tourioù-tan kentañ=== |
===An tourioù-tan kentañ=== |
Stumm eus an 20 Gen 2021 da 19:54
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un tour-tan a zo ur sistem arouezadur war ar mor staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout e pelec'h emañ an dañjer: (kerreg, bazinier) pe e pelec'h emañ ar porzhioù.
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri modern, pa implijont sistemoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken.
An tourioù-tan kentañ
En Henamzer, war a greder, e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh c'hresian ha goude d'an hini roman pa oa war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.
An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Pharos (gwelet anv gallek an tour-tan : phare) e perzhier porzh Aleksandria en Egipt. Adkavet 'z eus bet e dibenn an XXvet kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù 'zo.
-
Maketenn tour-tan Pharos Alexandria
-
Tour-tan Alexandria war pezhioù moneiz henamzer
-
Tour Tan roman Dover, e bro Gent, e Breizh-Veur (daou e oa, unan a bep tu genou ar ster; ne chom nemet unan)
-
An Tour d'Odre (tour tan roman) Bononia / Boulogne-su-Mer , gevellet gant ar re Dover. Kouezhet en e foull. e-kerzh an XVIIvet kantved.
Tourioù-tan a-vremañ
-
Enez-Vriad; ar Paun
-
Héaux-Briad
-
Ploumanac'h, Perroz-Gireg
E yezhoù all
E kembraeg eo goleudy hag e kerneveureg golowji, diwar skouer ar saozneg lighthouse, da lavaret eo "goulaoudi"; er yezhoù gouezelek eo "ti-gouloù" gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee pe thie sollyshe e manaveg, ha tigh soluis pe taigh-solais e skoseg.
Tourioù-tan en ardamezioù
-
Augustin David, eskob Sant-Brieg ha Landreger
Levrlennadur
- Daniel Collet, Phares du Ponant, Skol Vreizh niv. 26, 1992