Tour-tan Beg Lokmazhe
Lec’h | Q113646597, Plougonvelen, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1835 |
Dafar | maen |
Emgefreekaet | 1996 |
Uhelder | 37 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 62,6 metr |
Statud gladel | monumant istorel rummet, monumant istorel enskrivet |
Gweladenniñ | ya |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1835 |
Uhelder fokalenn | 56 metr, 58 metr |
Diraez | 24 mil-mor, 28 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl W 15s, F W |
Tour-tan Beg Lokmazhe zo un tour-tan savet e Beg Lokmazhe, e kumun Plougonvelen. Savet e voe an tour-tan a weler bremañ e 1835, e-mesk rivinoù abati Lokmazhe. Unan eus pennañ tourioù-tan aodoù Breizh eo ha gwelet e vez e c’houloù betek 29 mil mor tro-war-dro (war-dro 55 km).
Tour-tan Beg Lokmazhe, asambles gant hini Beg Enez Konk, a ziskouez an hent war-du kanol ar Forn d’ar bigi zo o tont eus ar c’hreisteiz. Asambles gant tour-tan ar Minou ha tour-tan ar Porzhig e tiskouez an hent d’ar bigi zo o tont eus ar mervent hag a zo o o klask mont e-barzh morlenn Brest.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar XVIIvet kantved e voe kinniget sevel un tour-tan e beg Lokmazhe da aesaat ar bageal d’ar voraerien a glaske mont da Vrest. E miz Gwengolo 1692 e voe echuet al labourioù da lakaat un tan e krec’h kloc'hdi an abati. D’an hevelep mare, pe war-dro, e voe savet tour-tan ar Stif en enez Eusa. Met en amzer gozh e kouste ker derc’hel un tan evel-se war enaou. Evit espern danvez-tan ne veze enaouet, er bloavezhioù kentañ, nemet e-pad an nozvezhioù du-pod, er goañv. Risklus e oa ivez kaout glaou-keuneud er c’hloc’hdi.
E 1695 e voe divizet lakaat ul letern ennañ pemzek kleuzeurig dre eoul, war teir renkennad. Met adarre e klemme tud peogwir ne veze ket enaouet an tour-tan atav. E 1701 e krogas ar Morlu d’ober war-dro an tour-tan, e-lec’h ar venec’h. En amzer-se e veze gwelet ar gouloù war-hed daou lev tro-dro. E 1771 e voe gwellaet al letern un tammig : er c’hleuzeurioù e voe lakaet gwerennoù brasoc’h, hag e-lec’h eoul pesked e voent maget gant ur meskad eoul pesked hag eoul kolza (ar moged ne lousae ket kement ar gwer). War-hed 30 kilometr e c’halled gwelet gouloù an tour-tan.
Da vare an Dispac'h gall e voe gwerzhet an abati d’ur bourc’hiz eus ar vro, Budog Provost, war an diviz ma ne vefe ket diskaret an tour-tan. Madoù ha mein an abati a voe gwerzhet gantañ, met chom a reas an tour-tan en e sav, evel ma oa.
E 1821 e voe lakaet ur gouloù “tro” (gant sklêrijenn digendalc’h, a vommoù, dre ma tro al letern) e-lec’h ar gouloù diastal a oa betek neuze. Evel-se e oa disheñvel goueleier Beg Lokmazhe diouzh re tour-tan ar Stif.
Dre ma oa erruet tour-tan an abati kozh en ur stad fall e voe divizet sevel un tour-tan nevez. D’ar 15 a viz Mezheven 1835 e krogas an tour-tan nevez da vont en-dro.
An tour-tan bremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tour-tan a voe savet e 1835 zo 3,2 metr e dreuzkiz diabarzh ha 36 metr e uhelder. Savet eo bet gant greunit eus mengleuzioù an Aber Ildud hag eus Kersanton. En traoñ, en ur sichenn gelc’hiek, edo lojeiz ar warded hag ar pourvezioù. Gwelet e vez ar gouloù zo e beg an tour war-hed 27 mil mor. Ur sklêrijenn wenn a daol bep 15 eilenn. Goude bezañ aet en-dro gant eoul da gentañ, e voe tredanet e miz Meurzh 1932. E 1963 e oa bet livet an tour evel m’emañ bremañ : gwenn ha ruz, gant ar meneg "Saint-Mathieu" skrivet warnañ. E 1996 e teuas an tour-tan da vezañ emgefreek hag abaoe deroù 2006 n’eus mui gward ebet ennañ. E miz Gwengolo 2005 e oa bet lakaet war roll ar monumantoù istorel.
-
An tour-tan, gwelet eus ar mor