Tour-tan ar Porzhig
![]() | |
| Lec’h | Mulgul Brest, Brest, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1848 |
| Dafar | granit (tour) |
| Emgefreekaet | 1994 |
| Uhelder | 35 m (115 ft) |
| Uhelder diwar live ar mor | 63 m (207 ft) |
| Stumm | eizhkorneg |
| Merkoù | n’eo ket livet (tour), ruz (letern) |
| Mammenn energiezh | tredan-ti |
| Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
| Gweladenniñ | ne reer ket |
| Annezet | n'eo ket |
| Gouloù | |
| Uhelder fokalenn | 56 m (184 ft) |
| Diraez | 17 nmi (31 km; 20 mi) |
| Doareenn ar sinal | Oc(2) WR 12s |
Tour-tan ar Porzhig zo un tour-tan savet war aod hanternoz mulgul Brest. War zouar kumun Brest emañ.
Savet e voe e 1847-1848, war un dachenn a oa d'an arme, war Beg ar Porzhig, nepell diouzh kreñvlec'h ar Porzhig. D'ar mare-se ivez e voe savet tour-tan ar Minou, pelloc'h er gornaoueg. Ganto o-daou e vez diskouezet d'ar bigi pelec'h emañ genoù morlenn Brest.
Enaouet e oa bet evit ar wech kentañ d'ar 1añ a viz Genver 1848. Tredanaet e oa bet e 1953 hag emgefrekaet e 1994. Bremañ e vez pellgontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h, en Eusa.
Ur semafor zo e traoñ an tour. Alese e vez eveshaet tremenerezh ar bigi a ya tre e morlenn Brest pe a ya kuit diouti.
Ur gouloù pennañ zo, gant ur sklaeriad gwenn hag unan ruz, ha gouleier bihan gwenn o strinkellikat.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tour-tan ar Porzhig (DIRM NAMO)

