Britannia (skeudenn) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: reizhadenn
Linenn 20: Linenn 20:
Triple_Entente.jpg | An ''[[Triple Entente]]'': ''Britannia'' en tu dehoù d'ar skeudenn, [[Marianne]] c'hall en tu kleiz.
Triple_Entente.jpg | An ''[[Triple Entente]]'': ''Britannia'' en tu dehoù d'ar skeudenn, [[Marianne]] c'hall en tu kleiz.
Britannia.jpg| E 1918.
Britannia.jpg| E 1918.
A_homely_Britannia_using_a_Navy_Brush_to_clear_the_Pacific_Wellcome_V0049561.jpg|''Britannia'' evel ur vaouez o skubañ al listri [[alaman]] kuit eus ar [[Meurvor Habask]] e-pad an [[Eil brezel-bed]]
A_homely_Britannia_using_a_Navy_Brush_to_clear_the_Pacific_Wellcome_V0049561.jpg|''Britannia'' evel ur vaouez o skubañ al listri [[alaman]] kuit eus ar [[Meurvor Habask]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]]
</gallery>
</gallery>



Stumm eus an 15 Gen 2021 da 14:13

Delwenn Britannia e Plymouth.

Britannia eo an anv latin implijet da envel ar vaouez a faltazi a zo lakaet da skeudenniñ Breizh-Veur, da gentañ, ar Rouantelezh-Unanet goude, hag Impalaeriezh Breizh-Veur goude, evel ma lakaer Marianne da skeudenniñ ar Republik c'hall ha Columbia evit SUA.

Orin

Dont a ra an anv-se eus Britannia, anv latin an enez a weler e skridoù an Henamzer, re Julius Caesar da skouer, diwar anv ar bobl Pretanī, Prettanike pe Brettaniai e henc'hresianeg. E kembraeg eo Prydain anv an enez.


Istor

Er Iañ kantved kent JK e oa Britannia an anv stag ouzh Breizh-Veur. Goude an aloubadeg roman er bloaz 43 e talveze Britannia kement ha Breizh roman, ur broviñs adal kreisteiz Kaledonia (dre vras Bro-Skos hiriv)). E 197 e voe rannet ar broviñs roman e peder froviñs, ha div anezho e oa Britannia Superior ha Britannia Inferior.

E IIvet kantved e teuas Britannia roman da vezañ un doueez, armet gant un tridant hag ur skoed, un tokarn war he fenn. Chom a reas an anv Britannia goude diskar an impalaeriezh roman en Enez Vreizh er Vvet kantved.

Advuhezet e voe an anv latin Britannia e-pad an English Renaissance evel ur merk a identelezh vroadel vreizhveuriat, ha dreist-holl goude an Acts of Union e 1707, pa voe unanet rouantelezhioù Bro-Skos ha Bro-Saoz. Talvoudus e voe er c'helaouennoù da skeudenniñ politikerezh Breizh-Veur er skeudennoù flemmus.

Hiziv e reer an anv Britannia eus an enez hag eus ar skeudenn.

Pezhioù

Kentañ ma voe implijet he skeudenn war gein ur pezh a voe war un as a ziskoueze dremm Antoninus. Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia goude an amzervezh roman avat a voe e 1672. He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.

Timbroù

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.