Pater noster : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kan gregorian : fichennaoueg .ogg
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Stumm an titl|''Pater noster''}}
{{Stumm an titl|''Pater noster''}}
[[File:Pater-Noster-en-breton.jpg|thumb|right|Pedenn hor Zalver e brezhoneg, Karmel ar Bater, [[Jeruzalem]].]]
[[Restr:Pater Noster in Cantus Planus.png|300px|thumb|

[[file:Schola Gregoriana-Pater Noster.ogg|Pater Noster]]
''Pater noster'' e doare ar [[kan gregorian|c'han gregorian]]

'''''Pater noster''''' eo anv [[latin]] ar bedenn [[Kristeniezh|gristen]] anavezetañ, '''Hon Tad'''. [[Henc'hresianek]] eo ar skrid orin, Κυριακή Προσευχή ''Kyriakí Prosefchí'' "Pedenn ar Sul" e anv ; ''Oratio Dominica'' eo an droidigezh rik e latin.

'''''Pater noster''''' eo anv [[latin]] ar bedenn [[Kristeniezh|gristen]] anavezetañ, '''Hon Tad'''. [[Henc'hresianek]] eo ar skrid orin, Κυριακή Προσευχή ''Kyriakí Prosefchí'' "Pedenn ar Sul" e anv ; ''Oratio Dominica'' eo an droidigezh rik e latin.

Lavaret e vez gant ar [[Katoligiezh|gatoliked]] hag an [[Iliz Ortodoks|ortodoksed]] e pep [[oferenn]], ha gant ar [[Protestantiezh|brotestanted]] ivez.
Lavaret e vez gant ar [[Katoligiezh|gatoliked]] hag an [[Iliz Ortodoks|ortodoksed]] e pep [[oferenn]], ha gant ar [[Protestantiezh|brotestanted]] ivez.

== Ar bedenn orin ==
===An div destenn===
Div wezh ez eo meneget ar skrid anezhi en [[Testamant Nevez]] : en [[Aviel Mazhev]] (6:9-13) hag en [[Aviel Lukaz]] (11:2-4).
Div wezh ez eo meneget ar skrid anezhi en [[Testamant Nevez]] : en [[Aviel Mazhev]] (6:9-13) hag en [[Aviel Lukaz]] (11:2-4).

|- valign="top"
== Ar bedenn orin ==

Setu amañ ar skrid henc'hresianek lakaet keñver-ha-keñver gant e droidigezh latin.
'''Mazhev 6,9-13''' (diwar [[An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver|Guichou, 2002]])
: Evel-henn eta e pedoc’h : / « Hon Tad hag a zo en Neñv, / Hoc’h Anv bezet santelaet. / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. / Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. / Pardonit deomp hor mankoù / Evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. / N’hor c’hasit ket e tentadur, / met hon diwallit diouzh an Droug. » <ref> [[Pêr Guichou]], ''[[An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver]]'', Landerne, [[Ti embann Minihi Levenez]], 2002, p. 21.</ref>

'''Lukaz 11, 2-4''' : (diwar Guichou, 2002)
: Hag e lavar dezo : / « Pa bedoc’h, lavarit : / Tad ! Hoc’h Anv bezet santelaet ! / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Roit deomp hiriv hor bara pemdezieg. Pardonit deomp hor pehejoù, / Rak hon-unan e pardonomp da gement-hini a vank deomp. / Ha n’hor c’hasit ket en tentadur. » <ref> Pêr Guichou, ''An Testamant Nevez...'', 2002, p. 134. </ref>

===Pedenn ar gristenien kentañ===
[[Restr:Pater Noster in Cantus Planus.png|300px|thumb|

[[file:Schola Gregoriana-Pater Noster.ogg|Pater Noster]]
''Pater noster'' e doare ar [[kan gregorian|c'han gregorian]]

Setu amañ ar skrid henc'hresianek (hervez an Aviel Mazhev) lakaet keñver-ha-keñver gant e droidigezh latin.

|- valign="top"
|- valign="top"
Linenn 47: Linenn 58:
:Ho polontez bezet graet,
:Ho polontez bezet graet,
:war an douar evel en neñv.
:war an douar evel en neñv.
:Roit deomp hirio hor bara pemdeziek.
:Roit deomp hiriv hor bara pemdeziek.
:Pardonit deomp hor pec’hejoù,
:Pardonit deomp hor pec’hejoù,
:Evel ma pardonomp
:Evel ma pardonomp
Linenn 79: Linenn 90:
:Met hon diwallit diouzh an droug.
:Met hon diwallit diouzh an droug.
:Evel-se bezet graet ! (Amen)-->
:Evel-se bezet graet ! (Amen)-->

== Skeudennoù ==
Pedenn hor Zalver (''"Hon Tad"''...) e brezhoneg ha kalz yezhoù, eus fin ar XIXved kantved, Karmel ar Bater, [[Jeruzalem]]

<gallery>
File:Lord's Prayer greek.jpg| Pedenn hor Zalver e [[gresianeg]]
File:Padre Nostro siriaco.jpg| Pedenn hor Zalver e yezh siriak
File:Padre Nostro latino.jpg| Pedenn hor Zalver e [[latin]].
File:Pater-Noster-welsh.jpg| Pedenn hor Zalver e [[iwerzhoneg]]
File:Pater Noster gaelic.jpg| Pedenn hor Zalver e [[Gouezeleg Skos]] (''Scotish gaelic'')
File:Pater-Noster-irish-gaelic.jpg| Pedenn hor Zalver e [[kembraeg]]
File:Pater Noster Notre Père en français.JPG| Pedenn hor Zalver e [[galleg]]
File:Jerusalem - Pater Noster Church - Pater in Occitano.jpg| Pedenn hor Zalver e [[okitaneg]]
File:Lord's Prayer catalan.jpg| Pedenn hor Zalver e [[katalaneg]]
File:Lord's Prayer alsacien.jpg| Pedenn hor Zalver e [[elzaseg]]
</gallery>

== Troiennoù ==
== Troiennoù ==

Stumm eus an 3 Du 2018 da 11:17

Pedenn hor Zalver e brezhoneg, Karmel ar Bater, Jeruzalem.

Pater noster eo anv latin ar bedenn gristen anavezetañ, Hon Tad. Henc'hresianek eo ar skrid orin, Κυριακή Προσευχή Kyriakí Prosefchí "Pedenn ar Sul" e anv ; Oratio Dominica eo an droidigezh rik e latin.
Lavaret e vez gant ar gatoliked hag an ortodoksed e pep oferenn, ha gant ar brotestanted ivez.

Ar bedenn orin

An div destenn

Div wezh ez eo meneget ar skrid anezhi en Testamant Nevez : en Aviel Mazhev (6:9-13) hag en Aviel Lukaz (11:2-4).

Mazhev 6,9-13 (diwar Guichou, 2002)

Evel-henn eta e pedoc’h : / « Hon Tad hag a zo en Neñv, / Hoc’h Anv bezet santelaet. / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. / Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. / Pardonit deomp hor mankoù / Evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. / N’hor c’hasit ket e tentadur, / met hon diwallit diouzh an Droug. » [1]

Lukaz 11, 2-4 : (diwar Guichou, 2002)

Hag e lavar dezo : / « Pa bedoc’h, lavarit : / Tad ! Hoc’h Anv bezet santelaet ! / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Roit deomp hiriv hor bara pemdezieg. Pardonit deomp hor pehejoù, / Rak hon-unan e pardonomp da gement-hini a vank deomp. / Ha n’hor c’hasit ket en tentadur. » [2]

Pedenn ar gristenien kentañ

Pater noster e doare ar c'han gregorian

Setu amañ ar skrid henc'hresianek (hervez an Aviel Mazhev) lakaet keñver-ha-keñver gant e droidigezh latin.

Πάτερ ἡμῶν ὁ ἐν τοῖς οὐρανοῖς
ἁγιασθήτω τὸ ὄνομά σου
ἐλθέτω ἡ βασιλεία σου
γενηθήτω τὸ θέλημά σου, ὡς ἐν οὐρανῷ καὶ ἐπὶ γῆς
τὸν ἄρτον ἡμῶν τὸν ἐπιούσιον δὸς ἡμῖν σήμερον
καὶ ἄφες ἡμῖν τὰ ὀφειλήματα ἡμῶν,
ὡς καὶ ἡμεῖς ἀφίεμεν τοῖς ὀφειλέταις ἡμῶν
καὶ μὴ εἰσενέγκῃς ἡμᾶς εἰς πειρασμόν
ἀλλὰ ῥῦσαι ἡμᾶς ἀπὸ τοῦ πονηροῦ.
[Ὅτι σοῦ ἐστιν ἡ βασιλεία καὶ ἡ δύναμις καὶ ἡ δόξα εἰς τοὺς αἰῶνας. ἀμήν.]
Pater noster, qui es in caelis:
sanctificetur Nomen Tuum;
adveniat Regnum Tuum;
fiat voluntas Tua,
sicut in caelo, et in terra.
Panem nostrum cotidianum da nobis hodie;
et dimitte nobis debita nostra,
Sicut et nos dimittimus debitoribus nostris;
et ne nos inducas in tentationem;
sed libera nos a Malo
[quia tuum est regnum, et potestas, et gloria, in saecula]
pe [quia tuum est regnum; et potentia et gloria; per omnia saecula]

Ar bedenn vrezhonek

Setu ar bedenn Pater noster e brezhoneg evel ma veze lavaret pe kanet [3] en eskopti Kemper ha Leon abaoe 1969 :

Hon Tad hag a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santeleet,
Ho rouantelezh deuet deomp,
Ho polontez bezet graet,
war an douar evel en neñv.
Roit deomp hiriv hor bara pemdeziek.
Pardonit deomp hor pec’hejoù,
Evel ma pardonomp
d’ar re o deus manket ouzhomp.
Ha non lezit ket da gouezhañ en tentadur,
Med hon diwallit diouzh an droug.
Deoc’h ar Rouantelezh, Aotrou Doue,
Deoc’h pep galloud ha pep gloar da virviken.
Amen.

Troidigezhioù all

Setu ar bedenn Pater noster evel ma veze lavaret en eskopti Kemper ha Leon e 1888, e latin hag e brezhoneg [4] :

Pater noster, qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum ; adveniat regnum tuum ; fiat voluntas tua, sicut in cœlo et in terrâ ; panem nostrum quotidianum da nobis hodie ; et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris ; et ne nos inducas in tentationem ; sed libera nos a malo. Amen.

Hon Tad, pehini zo enn env, hoc’h hano bezet santifiet ; roit d'eomp ho rouantelez ; ho polontez bezet gret var ann douar evel enn env ; roit d'eomp hirio hor bara pemdeziek ; ha pardounit d'eomp hon offansou, evel ma pardounomp d’ann nep en deuz hon offanset ; ha n'hon abandounit ket d'ann dentasion ; mes hon dilivrit a zrouk. Evelse bezet gret.

Skeudennoù

Pedenn hor Zalver ("Hon Tad"...) e brezhoneg ha kalz yezhoù, eus fin ar XIXved kantved, Karmel ar Bater, Jeruzalem

Troiennoù

• Gwregel eo ar ger "pater" e brezhoneg.
• An dra-se zo gwir bater, a vez lavaret eus un dra wir ha n'haller ket nac'h eo gwir, a ranker krediñ.
• Lavarout e bater, un droienn savet diwar pater noster a c'haller tostaat ouzh ar ger gallek patenôtre, a dalv kement ha lavarout pedennoù.
• Paterat, pateriañ zo "lavarout e bater" ivez.
• Lavarout e bater, paterat a ra ar c'hazh pa vez o rouzmouzat.

Gwelout ivez

Notennoù

1. Pêr Guichou, An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, Landerne, Ti embann Minihi Levenez, 2002, p. 21.
2. Pêr Guichou, An Testamant Nevez..., 2002, p. 134.
3. « An overenn – La messe en breton », war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon (tonioù gant Roger Abjean pe Michel Scouarnec)
4. « Kantikou brezounek », Eskopti Kemper ha Leon, Kemper, Ti Arsène de Kerangal, imprimatur 31/03/1888, p. 3 ; eilvet moulerez, Kemper, Moulerez ru an Dudchentil, imprimatur 02/10/1908, p. 5 ; rik evel m'eo bet moullet eo ar skrid kinniget amañ.