Pedenn ar Sul
Neuz
Pedenn ar Sul, pe ar bedenn-Sul, a reer eus un daolenn goad ma veze skrivet anvioù an dud a lakae lavarout oferennoù e-pad ar sizhun e lod eus ilizoù Breizh.
En iliz-veur Kastell-Paol e weler ur plankenn evel-se ha skrivet BEDEN ZUL warnañ. Pa seller a-dost e weler ez eo kouezhet al lizherennoù AR ha n'eus ket bet kavet e vije ezhomm d'o adlakaat.
Diwar anv ar plankenn-se eo deuet an droienn bezañ lakaet war bedenn ar Sul, a dalvez kement ha sachañ evezh an holl war e anv.