Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Div wech an hevelep skeudenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Pseudo-Seneca BM GR1962.8-24.1.jpg|thumb|right|220px|« Pseudo-[[Seneca]] » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn [[hellenat]] ([[British Museum]])]]
[[Skeudenn:Pseudo-Seneca BM GR1962.8-24.1.jpg|thumb|220px|« Pseudo-[[Seneca]] » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn [[hellenat]] ([[British Museum]])]]


'''Hesiodos''' (Ἡσίοδος, ''Hêsíodos'' e [[henc'hresianeg]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[Hellaz|hellazat]] eus ar VIIIvet kantved a-raok JK. Ganet e vije Hesiodos en [[Askra]], ur vourc'hadenn eus [[Boiotia]].
'''Hesiodos''' (Ἡσίοδος, ''Hêsíodos'' e [[henc'hresianeg]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[hellaz]]at eus an {{VIIIvet kantved kt JK}}. Ganet e vije Hesiodos en [[Askra]], ur vourc'hadenn eus [[Boiotia]].


== E vuhez ==
== E vuhez ==


=== Ar fedoù ===
=== Ar fedoù ===
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[Teogonia|Deogonia]]''.
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[Theogonia|Dheogonia]]''.


E dad a deue eus [[Kyme]] en [[Aiolis]], ur vro eus [[Azia-Vihanañ]] entre [[Ionia]] ha [[Troas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.
E dad a deue eus [[Kyme]] en [[Aiolis]], ur vro eus [[Azia-Vihanañ]] etre [[Ionia]] ha [[Troas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', gwrz. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.


Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pykimede'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pykimede'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.


Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (''Labourioù'', v. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos , prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.
Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (''Labourioù'', gwrz. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos, prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.


Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]].
Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]''.


== Al Labourioù hag an Deizioù ==
== Al Labourioù hag an Deizioù ==
Linenn 23: Linenn 23:
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.


Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aedes]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Eubea]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez [[Helikon]].
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aoidos]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Euboia]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez [[Helikon]].


Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud [[Tespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e v-''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un [[orakl]], gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).
Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud [[Thespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e v-''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un [[orakl]], gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).


Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e [[Thespies]], [[Olimpia]] ha war ar menez [[Helikon]].
Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e [[Thespies]], [[Olympia]] ha war menez [[Helikon]].


Kanet e voe e varzhonegoù gant ar [[rapsoded]] ha brud bras a deuas dezho evel-se.
Kanet e voe e varzhonegoù gant ar [[rapsoded]] ha brud vras a deuas dezho evel-se.
Kalzig a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez
Kalzik a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez
* [[Vergilius]] (en e ''[[Georgica]]''),
* [[Vergilius]] (en e ''[[Georgica]]''),
* [[Caton an Henañ]] (en e ''De agri cultura'')
* [[Caton an Henañ]] (en e ''De agri cultura'')
Linenn 37: Linenn 37:
=== Ar mojennoù ===
=== Ar mojennoù ===
E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:
E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:
* an Ἀγών / ''Agốn'', pe ''Disput etre [[Homeros]] ha Hesiodos'', kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh , e gregach;
* an Ἀγών / ''Agốn'', pe ''Disput etre [[Homeros]] hag Hesiodos'', kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh, e gregach;
* ''Buhez Hesiodos'', gant ar gramadegour bizantat [[Yann Tzétzès]] ;
* ''Buhez Hesiodos'', gant ar gramadegour bizantat [[Ioannes Tzetzes]].


== Oberennoù ==
== Oberennoù ==
[[Image:Moreau,_Gustave_-_Hésiode_et_la_Muse_-_1891.jpg|thumb|right|200px|''Hesiodos hag ur [[Muzezed|Vuzenn]]'', gant [[Gustave Moreau]] ([[1891]])]]
[[Restr:Moreau,_Gustave_-_Hésiode_et_la_Muse_-_1891.jpg|thumb|200px|''Hesiodos hag ur [[Muzezed|Vuzenn]]'', gant [[Gustave Moreau]] ([[1891]]).]]


Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl ''[[Teogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]] ''.
Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl ''[[Theogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]''.


** ''[[Theogonia]]'' (Θεογονία}} / ''Theogonía'') a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini [[Ouranos]], hini [[Kronos]], hini [[Zeus]] a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar [[C'haos]].
** ''[[Theogonia]]'' (Θεογονία / ''Theogonía'') a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini [[Ouranos]], hini [[Kronos]], hini [[Zeus]] a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar [[C'haos]].


* ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / ''Erga kaì Hêmérai'') ;
* ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / ''Erga kaì Hêmérai'') ;


* '' Skoed Herakles '' (Ἀσπὶς Ἡρακλέους}} / ''Aspìs Hêrakléous''), awenet gant deskrivadur skoed [[Akilles]] en ''[[Ilias]]''.
* '' Skoed Herakles '' (Ἀσπὶς Ἡρακλέους / ''Aspìs Hêrakléous''), awenet gant deskrivadur skoed [[Ac'hilleüs]] en ''[[Ilias]]''.


=== Oberennoù all lakaet war e gont ===
=== Oberennoù all lakaet war e gont ===
Linenn 59: Linenn 59:


=== Levrlennadurezh ===
=== Levrlennadurezh ===
* [[Marcel Détienne]], « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », ''Revue d'études latines'', coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
* {{fr}} [[Marcel Détienne]], « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », ''Revue d'études latines'', coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
* {{en}} Richard Janko, ''Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction'', Cambridge University Press, 1982 {{ISBN|0521238692}} ;
* {{en}} Richard Janko, ''Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction'', Cambridge University Press, 1982 {{ISBN|0521238692}} ;
* Marie-Christine Leclerc, ''La Parole chez Hésiode'', Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
* {{fr}} Marie-Christine Leclerc, ''La Parole chez Hésiode'', Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
* Paul Mazon, introduction à l'édition de ''Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier'' aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1añ embannadur: 1928) ;
* {{fr}} Paul Mazon, introduction à l'édition de ''Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier'' aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1añ embannadur: 1928) ;
* {{STLB}} ;
* Jean-Pierre Vernant :
* Jean-Pierre Vernant :
** ''Mythe et pensée chez les Grecs'', La Découverte, Paris, 1996,
** {{fr}} ''Mythe et pensée chez les Grecs'', La Découverte, Paris, 1996,
** ''Mythe et société en Grèce antique'', Paris, 1974 (emb. kentañ).
** {{fr}} ''Mythe et société en Grèce antique'', Paris, 1974 (emb. kentañ).



== Liammoù diavaez ==
{{Commonscat|Hesiod|Hesiodes}}
{{Commonscat|Hesiod|Hesiodes}}
* [http://remacle.org/bloodwolf/poetes/falc/hesiode/intro.htm Arnodskrid diwar-benn Hesiodes hag e oberennoù].
* [http://remacle.org/bloodwolf/poetes/falc/hesiode/intro.htm Arnodskrid diwar-benn Hesiodes hag e oberennoù].

Stumm eus an 8 Gwe 2017 da 11:16

« Pseudo-Seneca » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn hellenat (British Museum)

Hesiodos (Ἡσίοδος, Hêsíodos e henc'hresianeg, Hesiodus e latin) a oa ur barzh hellazat eus an VIIIvet kantved kt JK. Ganet e vije Hesiodos en Askra, ur vourc'hadenn eus Boiotia.

E vuhez

Ar fedoù

Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e Dheogonia.

E dad a deue eus Kyme en Aiolis, ur vro eus Azia-Vihanañ etre Ionia ha Troas. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / Pérsê, dĩos génos » (Labourioù, gwrz. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.

Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez Helikon. Eno e timezas gant Pykimede, ha daou vab o doe: Hesiodos ha Perses.

Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (Labourioù, gwrz. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos, prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.

Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg Al Labourioù hag an Deizioù.

Al Labourioù hag an Deizioù

Diazezet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:

  • al labour eo lezenn ar vuhez;
  • an neb a labour en devez peadra da vevañ atav.

Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.

Ouzhpenn labourat an douar e oa un aoidos anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E C'halkis en Euboia, e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue Amfidamas da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez Helikon.

Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud Thespia, e tec'has an annezidi da Orc'homenos. Hervez testeni Aristoteles en e v-Bonreizh Orc'homenos e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o agora, e-kichenik bez Minias, haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / oikistês e gregach).

Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e Thespies, Olympia ha war menez Helikon.

Kanet e voe e varzhonegoù gant ar rapsoded ha brud vras a deuas dezho evel-se. Kalzik a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez

Ar mojennoù

E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:

  • an Ἀγών / Agốn, pe Disput etre Homeros hag Hesiodos, kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh, e gregach;
  • Buhez Hesiodos, gant ar gramadegour bizantat Ioannes Tzetzes.

Oberennoù

Hesiodos hag ur Vuzenn, gant Gustave Moreau (1891).

Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl Theogonia hag Al Labourioù hag an Deizioù.

    • Theogonia (Θεογονία / Theogonía) a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini Ouranos, hini Kronos, hini Zeus a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar C'haos.
  • Skoed Herakles (Ἀσπὶς Ἡρακλέους / Aspìs Hêrakléous), awenet gant deskrivadur skoed Ac'hilleüs en Ilias.

Oberennoù all lakaet war e gont

Koulskoude ez eus bet lakaet e-leizh a oberennoù all war e gont, en un doare faltazius:

  • Katalog ar Maouezed, pe Ἢ οἷαι / Ê hoiai , « pe hevelep maouez... », formulenn glasel en un danevell, a zo tennet anezho 54 gwerzenn gentañ ar Skoed ;

Pennadoù kar dre o ster

Levrlennadurezh

  • (fr) Marcel Détienne, « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », Revue d'études latines, coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
  • (en) Richard Janko, Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction, Cambridge University Press, 1982 (ISBN 0521238692) ;
  • (fr) Marie-Christine Leclerc, La Parole chez Hésiode, Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
  • (fr) Paul Mazon, introduction à l'édition de Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1añ embannadur: 1928) ;
  • Jean-Pierre Vernant :
    • (fr) Mythe et pensée chez les Grecs, La Découverte, Paris, 1996,
    • (fr) Mythe et société en Grèce antique, Paris, 1974 (emb. kentañ).

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.