Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Maenruilh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Labour vrav ha talvoudus. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Eos 2017 da 17:26 (UTC)[respont]

Ne blij ket dit an anv Ortigia? Te oar eo un anv ofisel italianek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Eos 2017 da 18:22 (UTC)[respont]

Kemmañ titl ur pennad

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h, E ken kaz e fellfe deoc'h kemm titl ur pennad e c'helljec'h hen ober evel-se : n'ho peus nemet lakaat beg logodenn hoc'h urzhiataerez war "Muioc'h" hag e teuio ar meneg "Adenvel" war wel. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Eos 2017 da 07:34 (UTC)[respont]

Salud deos'h. Trugarez evit ar pezh ho peus laisket war ma fajenn. Ne welan ket ar "muioc'h", met gwelet m'eus tu bennak ne oa ket aotreet ar berzhidi nevez da gemmañ titloù. Gortozomp. --Maenruilh (kaozeal) 8 Eos 2017 da 12:41 (UTC)[respont]
Mann 'bet 'vat ! Souezhus eo n'ho pefe ket kavet ar "muioc'h". It d'ar bajenn Stiks da skouer : en tu dehou e welfet ar meneg "Muioc'h" e-kichen ar prenestr "Klask e Wikipedia" (er c'horn dehou eus ar skramm).--Prieladkozh (kaozeal) 8 Eos 2017 da 13:24 (UTC)[respont]
Salud deoc'h. Kavet m'eus dec'h ar "muioc'h". Klask ran unaniñ an titloù. Ne oa poell ebet. Graet m'eus e-giz wikipedia galleg hag alamaneg, gant ar meneg etre ar sinoù (), e-giz Abas (mab Lynkeüs). N'ouzon ket ma m'eus graet mat. A galon.--Maenruilh (kaozeal) 10 Eos 2017 da 06:56 (UTC)[respont]
Salud deoc'h ivez. Ya, gwelet em boa e oa bet kavet ar benveg talvoudus-se ganeoc'h. Ul labour eus an dibab emaoc'h o kas da benn, sur ! Dre ma oan bet tapet fall meur a wech ez an da reiñ un ali fur deoc'h : gwiriit pep tra ha na fiziit ker er Wikipediaoù all... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2017 da 08:29 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h evit ho ali fur. Labour zo, labour zo.--Maenruilh (kaozeal) 12 Eos 2017 da 09:51 (UTC)[respont]
Gand pasianted ha hir-amzer e vez graet meur a dra. :-)--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2017 da 10:14 (UTC)[respont]

Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h, Ha mont a ra mat an traoù ? Un trizekvet a vo ouzhpennet ouzh Daouzek trevell Herakles a-benn nebeut... :-). A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Eos 2017 da 09:57 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h evit ar c'halonekadurioù. Trevell, ya, ha ne choman ket pell siwazh war danvez gwir ar pennadoù. Nebeutoc'h amzer vo dizale ivez pa krogo ar skol en-dro. Klaskomp mont war-raok daoust da bep tra.--Maenruilh (kaozeal) 23 Eos 2017 da 11:14 (UTC)[respont]
Kalon vat deoc'h adarre 'ta !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Eos 2017 da 12:42 (UTC)[respont]
Fentus: mont da hadañ un "y" e pennadoù savet gant ar re all zo kement ha trevelloù Herakles, met bezañ bet dek vloaz ouzh o sevel zo labour didalvoud.
Lavar kalon vat dezhañ ivez evit ma kendalc'ho gant e droioù hek : https://br.wiktionary.org/wiki/Kaozeal:hiriv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 22:20 (UTC)[respont]
Pebezh uvelded, e-giz amañ (Kaozeal:Orestes (mab Agamemnon)) "Hag ar pezh am eus graet er pennadoù-se zo labour holloueziadurel a-hed an neudenn." (a-hed an neudenn = penn-da-benn, hervez Geriadur An Here), pa n'int alies nemet pennadoù leun a vourdoù, an hini diwezhañ gwelet ganin hiziv "Aktor mab Azeüs, a oa mab da Clymenus" !!!--Maenruilh (kaozeal) 26 Eos 2017 da 13:08 (UTC)[respont]

N'eo ket oc'h ober ur "chikaner truek" gant un implijer all ez aio an traoù war wellaat ! "Klask a rin bezañ mestr war ma gerioù , [...]." (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Didone&direction=next&oldid=1760729)...--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 09:21 (UTC)[respont]

Faziet out, biskoazh n'em eus skrivet kemend-all  : un den a beoc'h eo da vignon, nemet sachet a-wechoù gant nerzh an temptadur da chikaniñ evit ar blijadur, setu pezh a lavaren aze: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&type=revision&diff=1765228&oldid=1765219. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 09:57 (UTC)[respont]

"Betek peder gwech eo gouest ar chikaner truek da c'hoari e droioù : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&action=history Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 22:17 (UTC)"...--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:10 (UTC)[respont]

Gast! ken ankouaüs se e ven? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:27 (UTC)[respont]
Fentus eo : ne welan ket ar frazenn-se el liamm a roez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:31 (UTC)[respont]
Goût 'oarit e oa bet skrivet ganeoc'h, dec'h da noz, amañ : https://br.wiktionary.org/wiki/Kaozeal:hiriv --Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:37 (UTC)[respont]
Trugarez, ankouaet em boa, ha ne welen ket gant al liamm fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:46 (UTC)[respont]

Lavar dimp 'ta gant piv eo bet skrivet: Plijet bras e vehe bet Job é welet, hiriv an deiz, filajoù bourrapl...? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 22:39 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Sed amañ da-heul ul lec'hienn hag a zo dedennus mont da lenn pezh zo enni : Arbres:Le site de grammaire du breton/Les adverbes/adverbes de temps/Hiziv. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Eos 2017 da 09:13 (UTC)[respont]

Hep ankouaat implij "ha" dirak "h". Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 09:59 (UTC)[respont]
Hep ankouein ue skrivein "pugur", "awalac'h" hag all, eit ma vo brooneg skrivet mat er Wikipedia.--90.32.164.212 25 Eos 2017 da 10:12 (UTC)[respont]
Pebezh fentigeller null! Ar gensonenn "h" zo anezhi e brezhoneg, kelennet e vez, nemet dit-te n'eo ket bet? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Eos 2017 da 10:26 (UTC)[respont]
Pebezh kelenner null! Mar ranker skrivañ *hiriv, koulz skrivañ *pugur hag *awalac'h, ha zoken *ue evel Koulizh Kedez ; mard dout mennet da rediañ an dud da zegemer *hiriv peogwir eo bet skrivet en ul levr, degemer ar stummoù all ivez (*hio, *hirio &a.), ha kement foetraj a zo bet moullet gwezh pe wezh. Alato, ar gwirionez eo ne blij ket dit pa vez kemmet DA zibaboù. Pebezh "kenlabourer" null!--90.32.164.212 25 Eos 2017 da 11:03 (UTC)[respont]
Salud deoc'h,
A-zivout "doueoù/doueed" : mat eo an daou, setu ne oa abeg ebet da reizhañ "doueoù" e "doueed" ; geriadur Ménard (2012) ne ro nemet al liester "doueoù" evit DIEU ha DIVINITÉ (une), pa gaver "doueoù/ed" e-tal an daou bennger e geriadur Al Liamm (2014) ; an daou stumm -où/-ed zo e FHAB 1922 p. 196, meneget gant R. Le Gléau e DCFB.
Gwall luziet eo an afer, e gwirionez : "doueoù" ha "doueed" a gomprenan aes, pa seller outo evel kealioù hepken ("doueoù") pe evel tud ("doueed") – "doueez-ed" o vout deveret diouzh an eil mennozh. Un afer yezhoniel hepken e c'hall bout ivez, evel "tadoù", "testoù" – meneg ebet avat eus "doueoù" e Yezhadur bras ar brezhoneg § 308.
Diwar-benn (ar) Menez Olympos : ger-mell ebet, anat din eo Menez Mikael, Menez Olympos, Menez Kilimanjaro ha me 'oar-me(nez) ; meur a wech em eus lamet ar ger mell en ur reizhañ ar fazioù Lint. N'eus abeg ebet da lakaat ar ger-mell strizh dirak ur menez anvet : « Petra eo ar menez a weler er pelloù ? Menez Mikael eo. ». Ar Menez Gwenn zo en Alpoù avat, p'emañ Menez Everest en Himalaya ha Menez Fuji e Japan.
Setu ma alioù, hoc'h eus bet ar vadelezh da c'houlenn diganin. Trugarez deoc'h, — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Gwe 2017 da 20:44 (UTC)[respont]

ANVIOU-MENEZIOU

[kemmañ ar vammenn]

Atav e vez lakaet ar ger-mell dirak an anvioù-se, implijet alïes el liester : an Are, an Alpoù, an Andoù.
Dirak an anvioù-se e c'heller lakaat atav ar ger MENEZ
a) Dirak un anv divoutin ne vez ket lakaet neuze ar ger-mell : Menez Are, Menez Mikael, Menez C'homm, Menez Everest...
b) pa vez un anv-gwan o toareañ ar ger « menez » e vez lakaet ar ger-mell : ar Menez Du, ar Menezioù Roc'hellek

Tennet eus Ar ger-mell strizh en anvioù divoutin e-barzh YEZHADUR BRAS AR BREZHONEG gant Frañsez Kervella, pajenn 233.--86.214.115.146 3 Gwe 2017 da 07:48 (UTC)[respont]

  • … pa oa o tremen e-biou Menez Bre, KAB 3/176 (degaset gant Bianchi-Bihan d'an 20 Her 2015 da 20:30‎ er pennad tremen hebiou e Wikeriadur)
  • E-keñver douaroniezh, Bro-Dreger a zo un uhelgompezenn o vont eus ar mor betek Mene-Bre (302 vetrad) ha sevel war-du Kerne goude. Y. AN DRED, BRO-DREGER a-wechall da vremañ (displeget e Kamp ar Vrezhonegerien, e Rostren d'an 9 a viz Eost 1965).--86.214.115.146 3 Gwe 2017 da 15:51 (UTC)[respont]
Trugarez evit ar skouerioù anat-se. Sklaer-tre e oa ivez displegadurioù Lagad Zoltec ha Yezhadur Kervella eveljust.--Maenruilh (kaozeal) 3 Gwe 2017 da 16:11 (UTC)[respont]

Liesterioù reizh

[kemmañ ar vammenn]

EVEZHIADENNOU.
II. Diaoul ha doue o deus daou liester : diaouled, doueed ha diaouloù, doueoù. Ar stummoù diwezhañ-mañ a vez implijet dreist-holl pa vezont kemeret evel anvioù-traoù.

Tennet eus EUS AN UNANDER D'AL LIESTER e-barzh YEZHADUR BRAS AR BREZHONEG gant Frañsez Kervella, pajenn 206.--86.214.115.146 3 Gwe 2017 da 07:54 (UTC)[respont]

Yezhadur da bellgargañ

[kemmañ ar vammenn]

Yezhadur (1989) Ti-Embann ar Skolioù.--2.14.65.50 5 Gwe 2017 da 16:18 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Fazius da'm meno ivez eo X. zo doue an..., pa skrivfen ha lavarfen X. eo doue an... evit pouezañ war X. (rener), ha Doue an... eo X. evit pouezañ war Doue an... (renadenn). An abeg eo ez eo resis rener ar verb : X. ha n'eo ket Y., "Doue an... eo X." ha n'eo ket Y kennebeut. Gwelit Yezhadur bras ar brezhoneg] F. Kervella, § 206, p. 137.
Arabat eo lezel a-gostez unan eus reolennoù pouezusañ ar brezhoneg (da'm meno bepred) : e penn-kentañ al lavarenn e lakaer ar ger pouezusañ a zo enni. An oabl zo glasGlas eo an oabl : er skouer kentañ e pouezer war "An oabl" (an oabl eo a zo glas, n'eo ket ma daoulagad), en eil e pouezer war "Glas" (n'eo ket ruz). An holl ac'hanomp a vez tapet gwech pe wech e trap ar galleg, a laka ar pep pouezusañ e dibenn al lavarenn : "j'irai demain" = "Warc'hoazh ez in" (n'eo ket en deiz goude warc'hoazh), ≠ "Mont a rin warc'hoazh" (ne chomin ket er gêr da c'hortoz).
A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 5 Gwe 2017 da 19:28 (UTC)[respont]

2.7. Pluriel des noms composés

[kemmañ ar vammenn]

♦Dans les noms composés, séparés par un trait d'union, c'est le premier terme qui prend la marque du pluriel :

fest-noz, fest-noz (litt. “fête de nuit”) > festoù-noz
bag-dre-lien, bateau à voile > bagoù-dre-lien

Exceptions :

• les noms de lieux
Sant-Brieg, Saint-Brieuc > Santbriegiz, Briochins
Porzh-Gwenn, Port-Blanc > Porzhgwenniz, les habitants de Port-Blanc
Breizh-Veur, Grande-Bretagne > Breizhveuriz, Britanniques
biz-troad, orteil, doigt de pied, donne bizied-treid

♦Sur ce modèle on peut trouver également togoù-touseged à côté de togoù-touseg.

Lennet e-barzh La grammaire bretonne pour tous gant Eugène Chalm, 2008 an Alarc'h embannadurioù, pajenn J-108.--90.32.55.238 19 Gwe 2017 da 12:45 (UTC)[respont]

Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Habask e chomit 'vat ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Du 2017 da 08:15 (UTC)--Prieladkozh (kaozeal) 7 Du 2017 da 08:15 (UTC)[respont]