Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 13: Linenn 13:
== Kenaroud ==
== Kenaroud ==
* ''Gwelet [[Emglev Molotov-Ribbentrop]]''
* ''Gwelet [[Emglev Molotov-Ribbentrop]]''

En desped da vezañ enebet da geñver ideologiezh, [[Trede Reich|Alamagn an Trede Reich]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]] a oa displijet bras gant disorc'h ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] en o keñver. Ar Rusia Soviedel en devoa kollet douaroù e-leizh e Reter Europa goude sinadur [[Emglev Brest-Litovsk |Emglev Brest-Litovsk]], rediet e oa bet Rusia da vont gant hent goulennoù Alamagn. Kollet e oa bet ganti [[Polonia]], [[Lituania]], [[Estonia]], [[Latvia]] ha [[Finland]] ha roet an tiriadoù-se da nerzhioù kreiz Europa. Pa voe kollet ar brezel gant Alamagn, an douaroù-se a voe tennet hervez pennaennoù [[Kendalc'h Peoc'h Pariz 1919]]. Rusia a oa tapet gant ar [[Brezel diabarzh|brezel-diabarzh]] hag ar Gevredidi n'o devoa ket anzavet ar Gouarnamant Bolchevik, setu penaos ne oa ket bet eus ur c'hannad evit Rusia.

== Nerzhioù engouestlet ==
== Nerzhioù engouestlet ==
{| class="wikitable"
{| class="wikitable"

Stumm eus an 30 Ebr 2017 da 11:18

A-gleiz da zehoù: Soviet Il-2 karr-nij tagañ war-zu an douar en oabl Berlin; Tankoù alaman Tigr I e-pad Emgann Koursk;

Talbenn ar Reter eus an Eil Brezel-bed a oa bet ul lodenn eus ar brezel, etre nerzhioù an Ahel harpet gant Finland a-enep an URSS, harpet gant Polonia ha kevredidi all e Norzh, Su, Kreiz ha Reter Europa etre an 22 a viz Even 1941 betek an 9 a viz Mae 1945.

Meur a anv a zo bet roet d'al lodenn-se eus an Eil Brezel-bed, Brezel meur brogarour (Rusianeg: Великая Отечественная Война, Velikaya Otechestvennaya Voyna) evit tu an URSS ha Rusia a-vremañ, e-kostez Alamagn e vez graet gant Talbenn ar Reter (Alamaneg: die Ostfront), Kampagn ar Reter (der Ostfeldzug) pe Kampagn Rusian (der Rußlandfeldzug), pe c'hoaz ar Brezel German-Soviedel gant an tuioù all engouestlet er brezel.

An emgannioù war Talbenn ar Reter a oa bet ar re brashañ en istor Mab-Den. Bez e oant bet emgannoù gant ur feulster uheloc'h evit an holl re betek-henn, distrujoù spontus, deportadurioù ramzel, kolloù buhez uhel spontus dre an emgannoù, naonegezh, kleñvedoù ha lazhadegoù.

Talbenn ar Reter a oa bet al lec'h tost nemetañ o kaout kampoù diouennañ, baleadennoù ar marv, ghettoioù, lec'h darn ar pogromoù, an dachenn e-kreizh an Holokost. War un hollad a-vras a 70 milion a dud marvet e-pad an Eil Brezel-bed, tro 30 milion anezho, ul lod bras a drevourien, a oa bet lazhet war tachenn Talbenn ar Reter.

Talbenn ar Reter a oa bet an dachenn devoudus evit lodenn ar brezel en Europa, evit un darn eus an istorourien e voe an abeg pennañ da koll ar brezel gant Alamagn an Trede Reich. Diskoulm ar stourm war Talbenn ar Reter a voe fin an Trede Reich, rannadur Alamagn e daou damm e-pad tost un hanter kantved ha kresk galloud an URSS evel nerzh bedel milourel ha greantel.

An daou enebour pennañ war an dachenn a oa bet an Alamagn Nazi hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, pep hini anezho a oa harpet gant kevredidi a youl-vat pe rediet. Ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet ne oant ket bet engouestlet en emgannoù met harpet o devoa tu an URSS dre pourvezadurioù milourel ha trevour. Lend-Lease a voe graet eus an harp dafarel-se. An oberiadurioù brezel German-Finland dre an harzoù norzh ha reter Finland-URSS hag er rannvro Mourmansk a vez lakaet da dalvezout evel ul lodenn d'ar brezel war Talbenn ar Reter. Ouzhpenn-se Brezel kendalc'hus Soviet–Finland a vez lakaet, met raloc'h, da vezañ ul lodenn en norzh d'an hollad Talbenn ar Reter.

Kenaroud

En desped da vezañ enebet da geñver ideologiezh, Alamagn an Trede Reich hag an Unvaniezh Soviedel a oa displijet bras gant disorc'h ar C'hentañ Brezel-bed en o keñver. Ar Rusia Soviedel en devoa kollet douaroù e-leizh e Reter Europa goude sinadur Emglev Brest-Litovsk, rediet e oa bet Rusia da vont gant hent goulennoù Alamagn. Kollet e oa bet ganti Polonia, Lituania, Estonia, Latvia ha Finland ha roet an tiriadoù-se da nerzhioù kreiz Europa. Pa voe kollet ar brezel gant Alamagn, an douaroù-se a voe tennet hervez pennaennoù Kendalc'h Peoc'h Pariz 1919. Rusia a oa tapet gant ar brezel-diabarzh hag ar Gevredidi n'o devoa ket anzavet ar Gouarnamant Bolchevik, setu penaos ne oa ket bet eus ur c'hannad evit Rusia.

Nerzhioù engouestlet

Keñveriadenn an nerzhioù stourm, Talbenn ar Reter, 1941-1945.[1]
Deiziad Nerzhioù an Ahel Nerzhioù Soviedel
Even 1941 3 050 000 Alaman, 67 000 (norzh Norvegia); 500 000 Finlandiz, 150 000 Roumania, 62 000 Italia Faskour
Hollad: 3 829 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter)
2 680 000 (Distrikt milourel kornôgel), 5 500 000 (en holl), 12 000 000 (engalvus)
Even 1942 2 600 000 Alaman, 90 000 (norzh Norvegia); 430 000 Finlandiz, 600 000 Roumania, Hungariz, Italianed
Hollad: 3 720 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter)
5 313 000 (talbenn); 383 000 (ospital)
Hollad: 9 350 000
Gouhere 1943 3 403 000 Alaman, 80 000 (norzh Norvegia); 400 000 Finlandiz, 150 000 Roumania hag Hungaria
Hollad: 3 933 000 (63% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 724 000 (talbenn); 446 445 (ospital);
Hollad: 10 300 000
Even 1944 2 460 000 Alaman, 60 000 (norzh Norvegia); 300 000 Finlandiz, 550 000 Roumania hag Hungaria
Hollad: 3 370 000 (62% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 425 000
Genver 1945 2 230 000 Alaman, 100 000 Hungariz
Hollad: 2 330 000 (60% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 532 000 (360 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz.)
Ebrel 1945 1 960 000 6 410 000 (450 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz.
22 a viz Even 1941 troadegiezh an Trede Reich o tremen an harzoù gant an URSS

Notennoù ha daveennoù

  1. (2015) When Titans Clashed: How the Red Army Stopped Hitler, second, Modern War Studies, University Press of Kansas. 301–303 p. ISBN 978-0-7006-2121-7.