Abati Sant-Gwenole Landevenneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
+liamm
Linenn 14: Linenn 14:
Dilezet e o bet an abati a-c'houde an [[Dispac'h Gall]].
Dilezet e o bet an abati a-c'houde an [[Dispac'h Gall]].


Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh e [[1950]], goude un emvod eus ar Bleun Brug, un emsav gristien krouet gant Dom Louis Felix Colliot.<ref>{{fr}} Abbé Poisson, "Histoire de Bretagne", Coop Breizh, 2000, ISBN 978-2-84346-091-3.</ref>
Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh e [[1950]], goude un emvod eus ar [[Bleun Brug]], un emsav gristien krouet gant Dom Louis Felix Colliot.<ref>{{fr}} Abbé Poisson, "Histoire de Bretagne", Coop Breizh, 2000, ISBN 978-2-84346-091-3.</ref>


== Notennoù ==
== Notennoù ==

Stumm eus an 18 Gwe 2016 da 13:36

Dismantroù an abati kozh

Diazezet eo bet abati Landevenneg er VIvet kantved gant sant Gwenole e Breizh, war lez aber ar stêr Aon (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed).
A-raok 818 e heulie menec'h an abati reolenn sant Koulm, a oa reolennoù ar gristeniezh keltiek, hervez un eskob iwerzhonat. Er bloavezh-se e c'houlennas impalaer ar c'hornôg, Loeiz an Deol, ma vije degemeret reolenn sant Benead. Orin anv an abati, Lantowinnoc en henvrezhoneg, a dlefe bezañ deuet eus an henvrezhoneg lann "lec'h nevet" hag eus an anv-den "Win-Walloe".[1]

Gant Sant Gwenael e voe renet an abati war-lerc'h Sant Gwenole.

Lavaret e vez emañ bez ar roue Gradlon en abati kozh, met ur vojenn eo hep mar ; e gwirionez e tle bezañ krentoc'h bez un abad Gradlon bennak en dije bevet eno en Xvet kantved.

Brudet e oa bet an abati evit heberzhded e scriptorium ma veze adskrivet dornskridoù relijiel.

Freuzet hag entanet e voe an abati evit ar wech kentañ e 913 gant un strollad Vikinged, ha ret e voe d'ar venec'h tec'hel kuit gant ar relegoù da abati Montreuil-sur-Mer e norzh Bro C'hall.

Dilezet e o bet an abati a-c'houde an Dispac'h Gall.

Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh e 1950, goude un emvod eus ar Bleun Brug, un emsav gristien krouet gant Dom Louis Felix Colliot.[2]

Notennoù

  1. (fr) Glad
  2. (fr) Abbé Poisson, "Histoire de Bretagne", Coop Breizh, 2000, ISBN 978-2-84346-091-3.

Pennadoù kar

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.